I.
V.g.
1. Fiñval eus an eil tu d'egile diwar e ziazezoù, e dreid.
Horjellat a rae ar menez diouzh an traoñ. An daol, ar bagoù a horjelle. Krenañ ha horjellat a rae war e zivesker.
[1878] [...] ha, dre e gousk, e plege hag e save e benn ; ec’h horjelle a-gleiz hag a-zehou, evel ma ra an dud a gousk war ur skaon disharp a bep tu.
&
Dre ast.
An holl a horjelle outo o c'hofoù kement e tiskordent da c'hoarzhin. Ar stered a gouezho eus an neñv hag an oabl a horjello.
HS. brañskellat, hoskellat, trabidellañ.
2. Mont, stouiñ eus an eil tu ha d'egile a-bep-eil.
Horjellat a rae ar skourroù.
HS. brallañ, brañsellat, brañskellat.
3. (db. an divesker)
Bezañ laosk ha distabil.
An dud-se en em sav ouzhin, disterañ ma welont ma zroad o horjellat.
[1878] Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da semplañ...
4. Dre skeud.
Bezañ arvarus, distabil, diasur.
Ur feiz start daoust ma'z eo krog siwazh da horjellat.
5. Bezañ en entremar.
Betek ma teu zoken ar gristenien wellañ da horjellat. Ha souezh eo neuze e vent ken buan da horjellat en o feiz.
HS. horellañ.
II.
V.k.e.
1. Lakaat (udb.) da fiñval dre e gas a bep tu gant nerzh.
Horjellit ho kleier. Horjellat e benn.
HS. brallañ, hejañ, horellañ.
2. Dre skeud.
Broudañ da ober strivoù, da brederiañ.
Horjellat an dud kousket-mañ hag o dihuniñ.
kement en deus evet, ne ra nemet horjellat o vonet d'ar gêr
qement èn deus evet, ne ra nemed orgellat o vônet da'r guaer
1732
Référence :
GReg
pg branler (il a tant bû, qu'il en branle)
horjellet e benn
orgellet e benn
1732
Référence :
GReg
pg branler (la tête)
horigellet
orgellet
1732
Référence :
GReg
pg (se) brandiller (s'agiter en l'air sur une branche noüée, sur une corde), branler (chanceler), (dans le manche, n'être pas ferme dans sa résolution)
horjellat
orgellat
1732
Référence :
GReg
pg (se) brandiller (s'agiter en l'air sur une branche noüée, sur une corde), branler (chanceler), (dans le manche, n'être pas ferme dans sa résolution)
horjellañ
horjella
1850
Référence :
GON.II
pg horella, horjella
Digorit ho spered ha taolit evezh mat, ez eus ur gwallarnev warnoc'h hoc'h horjellat.
Digorit ho spered, ha taolit evez mad, ez euz eur gwall-arne war-n-hoc'hoc'h horjellat.
1867
Référence :
MGK
p3
Ar bagoù a horjelle hag a vrañskelle, a save hag a ziskenne, pep hini d’he zro, gant ar gwagennoù.
Ar bagou a horjelle hag a vranskelle, a zave hag a ziskenne, pep hini d’he zro, gand ar goagennou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.99
N’oant ket evit heuliañ ar c’hi nemet dre an trouz a rae o piltrotat dre ar gouerioù bihan : a-vec’h e weler ar raoz o horjellañ.
N’oant ket evit heulia ar c’hi nemet dre an trouz a rea o piltrotat dre ar goueriou bian : a veac’h e veleur ar raoz oc’h horzella.
1878
Référence :
EKG.II
p.27-28
Mezv e oa, a gav din ; c’hoant kousket en doa da vihanañ, ha, dre e gousk, e plege hag e save e benn ; ec’h horjelle a-gleiz hag a-zehou, evel ma ra an dud a gousk war ur skaon disharp a bep tu.
Mezo oa, a gaf dign ; c’hoant kousket en doa da viana, ha, dre he gousk, e plege hag e save he benn ; ec’h horjelle a gleiz hag a zeou, evel ma ra an dud a gousk var eur skaon dizharp a bep tu.
1878
Référence :
EKG.II
p.145
Mat, e-pad m’edo, er c’hiz-se oc’h horjellat e benn, ar maout kozh, deuet eus e graou, ho poa lezet digor, en em gavas en ti.
Mad, epad m’edo, er c’hiz-se oc’h horjellat he benn, ar maout koz, deuet euz he graou, o poa lezet digor, en em gavaz enn ti.
1878
Référence :
EKG.II
p.145
Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da semplañ...
Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da zempla...