I.
(db. an traoù ; ls. -où)
Gronn hir a dalvez da zastum klavioù a-stumm gantañ evit o gwareziñ.
Lakaat ur c'hleze, ur gontell, kreionoù, ur chadenn en ur gouhin.
HS. feur.
II.
(db. an dud)
1. KORF. (db. ar merc'hed ha parezed bronneged zo)
Kanol a ya eus ar mammog d'ar c'hourzh.
Gwask ar gouhin.
HS. forzh (II).
2. Dre ast. (ls. -ed)
Gast.
Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.