Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Dizober, ledan ar pezh a oa punet. Dibunañ ur bolotennad fisel. Dibunañ neud. C'hoazh em eus aze n'ouzon ket pet kudenn c'hloan da zibunañ. H5. dirollañ. 2. Dezrevell, displegañ traoù dirak an holl. Gouzout a rae dibunañ marvailhoù en un doare plijus. N'eo ket echu gantañ dibunañ e glemmoù c'hoazh ? Hag eñ stagañ da zibunañ komzoù flour dezhi. & Ent strizh Disklêriañ, displegañ a vouezh uhel udb. bet desket. Dibunañ ur varzhoneg, pedennoù, rimadelloù. Klevet a rae ar vugale o tibunañ o c'hentel. [1924] Mesket, kemmesket en devoa en e benn an Drinded, an tri Ferson, un Doue hepken, ha ken luziet e oant ken n’oa ket evit o [t]ibuniñ. & Trl., dre fent (db. ar c'hizhier) Dibunañ e bater : rouzmouzat. 3. Dre ast. Ober udb. buan. Dibunet en deus e labour. 4. Dre skeud. Kavout diskoulmoù d'udb. Dibunañ kudennoù. 5. (db. an hedoù, an hentoù) Ergerzhout. Lev ebet da zibunañ. & Dibunañ hent : ober hent. Ar gazeg a zibune hent atav. II. V.g. 1. (db. an dud) Treuziñ ul lec'h a-vagadoù. An ambroug kañv a zibunas dre ar maezioù didud. Bagadoù soudarded a zibune dre straedoù kêr. 2. (db. skeudennoù ar filmoù) Tremen en un doare ingal an eil war-lerc'h eben. Ar skeudennoù a zibune war ar skramm. 3. Dre skeud. (db. ar vuhez) C'hoarvezout, mont hebiou. Er gêr-mañ eo ma tibunas red e vuhez.

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

dibunañ

1659
Référence : LDJM.1 pg deuider

dibuniñ

1732
Référence : GReg pg devider

dibunet

1732
Référence : GReg pg devider

dibunañ

1732
Référence : GReg pg devider

dibunañ

1850
Référence : GON.II pg dibuna (Dévider, mettre en écheveau le fil qui est sur le fuseau. Mettre en peloton le fil qui est en écheveau).

dibunet

1850
Référence : GON.II pg dibuna (Dévider, mettre en écheveau le fil qui est sur le fuseau. Mettre en peloton le fil qui est en écheveau. Part.)

Dibunet eo an neud.

1850
Référence : GON.II pg dibuna (Le fil est dévidé).

Hag eñ en hor raok, en ur zibunañ e chapeled, mes me her gwele o sellet a-gorn war e lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.69

Ac’hanta ! ha ne vije ket hounnezh ur gudenn diaes da zibunañ ?

1877
Référence : EKG.I. p.6

Penaos treuziñ an hent-bras evit mont da gaout an iliz ? Penaos mont en iliz ? Penaos sevel en tour ? Setu aze, Yann Pennorz, kudennoù diaes da zibunañ, ha ne c’helli o dibunañ nemet pa vezi war al lec’h.

1878
Référence : EKG.II p.114-115

dibunañ kaozioù

1909
Référence : BROU p. 223 (débiter des sornettes)

dibunañ

1909
Référence : BROU p. 223 (dévider)

Bremañ e stagin da zibunañ hiroc’h kudennad an divroadegoù, donedigezh ha diazezidigezh ar seizh strollad war aod ar Goularz hag e bro an Teir Stêr.

1923
Référence : SKET p.87

Neuze, evel el lavar Ulatia Veleta en he c’hanennoù, ar Ouenn n’he doa biskoazh gouzañvet poan, dizanav dezhi daeroù ha keinvan, dic’hlac’har bepred ar galon ha digleñved ar c’horf anezhi, hec’h ene bepred divoustr ha disaotr, a welas oc’h en em astenn divent dirak he selloù sebezet kadlann daer ar bed, hag o tibunañ dirak he c’hammedoù hentoù teñval ha doanius amzervezh ar Vouc’hal hag ar C’hleze.

1923
Référence : SKET p.79

Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.

1923
Référence : SKET p.48-49

Ha setu neuze o skiltrañ ar fleütadeg, garmadeg al leñverezed o sevel hag ahel ar c’hirri o wigourat : ambroug-kañv roue ar Garianed, o voustrañ ur wech ouzhpenn an douar genidik, eo a zibun dre ar maezioù didud.

1923
Référence : SKET p.14

Aotrou Doue, hon sikourit, mir[i]t na ’c’h afemp hon-unan da goll war-lerc’h ar mennozhioù goullo, ar pedennoù didal hon eus bet dibunet dirak ho furnez !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Mesket, kemmesket en devoa en e benn an Drinded, an tri Ferson, un Doue hepken, ha ken luziet e oant ken n’oa ket evit o [t]ibuniñ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

— « Divin dit a zo bet bev, hag a zo marv, hag a vale war an dud varv. » Piv a zibuno ?

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

An traoù-se a zo diaes-ral da zibuniñ, ha gwelloc’h eo, moarvat, furoc’h, chom hep heskinañ en hon empenn mennozhioù ken pounner.

1925
Référence : BILZ2 p.137

Krediñ a ran kentoc’h en doa bet morc’hed d’ar mare diwezhañ, en doa keuz bezañ deuet da stouiñ dirak « Pennrener ar C’hallaoued », en doa digarezet un droug-penn d’en em zibunañ kuit.

1944
Référence : EURW.1 p.201

A-boan m'am boa dibunet dek Ave Maria ma oan kousket-mik.

1944
Référence : EURW.1 p33

Ne oa ket par d'ar C'horio-se da c'hoari troioù fizik, d'an noz goude koan, da dennañ planedennoù gant kartoù, da zibunañ rimoustadennoù.

1944
Référence : EURW.1 p19

– Hag e tibunen d'ezo va c'hentel : « "As-tu vu ?" 'Teus ket gwelet ? ; "Quat' chevaux", pevar a gezeg ; "passer par ici", tremen dre amañ ; "Ce matin", ar beure-mañ. »

1944
Référence : EURW.1 p19

Klevit eta an daou baotr yaouank kozh o tibunañ istor an teñzor evit gallout lakaat o c’hrabanoù war an teñzor all, kuzhet, hennezh, en armel.

1944
Référence : ATST p.45-46

Da gentañ, ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled !

1949
Référence : SIZH p.48

Dibunañ a rae e frazennoù war un ton gorrek ha kompez, damstouet gantañ e valvennoù, pe, neuze, gant e selloù o parañ eeun en ho taoulagad.

1949
Référence : SIZH p.40

Dibunañ a reot ho tiv dizenez chapeled, war ho taoulin, gant ho tivrec'h e kroaz, ha, pa ho po echu, e pokot teir gwech d'an daroù gant ho muzelloù...

1949
Référence : SIZH p.61

Paterour kozh, godisañ ' rez ! / Dirak an Hir, raktal ec'h ez / Da zibunañ fraezh, penn-da-benn / Pezh a lârjout diwar e benn.

1960
Référence : PETO p47

Al latar a astenne c'hoazh e zivaskell war ar gêr veuzet, ma lugerne ar c'hleuzeureier evel skarboukloù ; aet boud ha damvouget gant ar goabrenn-se, e kendalc'he buhez ar gêr da zibunañ dre ar balioù meur, en ur rollañ ha trouzal e doare un avel nerzhus.

2012
Référence : DJHMH p48

Kehentiñ a dalvez c'hoazh ober evit ma tibun mat hoc'h obererezh, ha difenn evel-se eo reizh ho stourm.

2015
Référence : DISENT p131

Klask a ran delc'her ganin, setu perak e tibunan pep tra bremañ, evit en em zivoustrañ.

2015
Référence : EHPEA p379

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux