Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
118
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Dastum udb. ouzh e dreiñ meur a wech en-dro dezhañ e-unan pe en-dro d'udb. all. Punañ ur fun, ur gordenn. Punañ gloan. HS. rollañ. ES. dibunañ. 2. Trl. skeud. Punañ un irienn : prientin un irienn a-enep ub., udb. & Punañ ur fall vuhez : ren ur vuhez diroll. 3. Lakaat prim udb. en udb. all. Goude sailhañ warnañ e punas anezhañ en e sac'h ha kuit d'ar gêr. II. V.g. 1. Treiñ en-dro d'udb. all. Bez' e oa c'hoazh tud all o punañ en-dro dezhañ. An iliav a bun en-dro d'ar gwez. 2. (db. al laboused) Treiñ-distreiñ en oabl a-uc'h an hevelep poent mui pe vui. Gwelet a reas ur vandennad vrini o punañ en oabl. An dridi a bune a-uc'h ar c'hoad pin. 3. (db. an dud) Mont ha dont en-dro d'ul lec'h bnk., prevez alies, gant ar soñj da vont ennañ hep krediñ e ober pe o c'hortoz ar mare gwellañ e-sell drougober prl. Ar vugale a bune en-dro d'al liorzhoù frouezh. Tud zo bet o punañ en-dro d'e di en noz-mañ. HS. rodal. 4. Sellet ouzh ub., tostaat outañ hep krediñ komz outañ da vat. Bout e oa c'hoazh re arall o punañ en-dro dezhi : paotred o doa c'hoant d'he daremprediñ.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

punañ

1909
Référence : BROU p. 413 (pelotonner)

puniñ

1909
Référence : BROU p. 413 (en vannetais punein, se masser)

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux