I.
(db. an dud)
1. Deuet divarrek da fiñval, d'en em embreger reizh, diwar yenijenn pe un abeg all.
Erru eo gourt e vizied. Gourt eo ma bizied gant ar yenijenn.
&
Dre ast.
Amparfal.
Bizied gourt.
DHS. kropet, seizet.
HS. bav, gourdet, mors, morzet.
2. Dre ast.
Na c'hall ket en em embreger ken gwevn na ken buan ken.
Dont a reer gourt gant an oad. Al labour, ar binijenn hag an oad a oa tremenet warnezhañ ha ne oa tamm gourtoc'h.
DHS. kabac'h.
HS. gourdet, morzet.
3. Dre skeud.
Diegi gantañ en em embreger.
An den-se ned eo ket gourt nebaon. Er wech-mañ ne voe ket gourt o sentiñ.
HS. abaf.
4. Difetis
Zo dizamant, dibleg e emzalc'h ouzh an dud.
Gourt eo ouzh ar vugale.
DHS. didruez, strizh.
HS. rent.
II.
(db. an traoù)
1. Pounner ha diaes da embreger.
Ar maen-se zo gourt da loc'hañ. Lardit ar c'harr, rak gwigourat a ra, ken gourt eo da loc'hañ.
2. Reut, garv e c'horre.
Ker gourt eo e zaouarn ha teod ur c'hazh.
DHS. rust.
3. Mouest un disterañ.
Dilhad gourt. Ar c'holo a oa kras mat, met gourt eo bremañ.
DHS. gleborek, leizh.
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
Tro a glask war ann olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne voa koant a-raok, adre, a giz ebed; hag, eme z-han, bez' e ve red, da ober mad, trouc'ha diwar bep skouarn d'ezhan eur grennbennad evit staga oc'h bek he lost; he bevar droad zo pevar bost; e-berr : e voa re bez-fetiz pounner, piltosek, gourt, iskiz.
1867
Référence :
MGK
p11
Evelato avat / Oant gourt da labourat, / Hag an douar a gavent / Gwall izel dioc'h o ment.
Evelato a-vad / Voant gourt da labourat, / Hag ann douar a gavent / Gwall-izel dioc'h ho ment.