Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. Deuet divarrek da fiñval, d'en em embreger reizh, diwar yenijenn pe un abeg all. Erru eo gourt e vizied. Gourt eo ma bizied gant ar yenijenn. & Dre ast. Amparfal. Bizied gourt. DHS. kropet, seizet. HS. bav, gourdet, mors, morzet. 2. Dre ast. Na c'hall ket en em embreger ken gwevn na ken buan ken. Dont a reer gourt gant an oad. Al labour, ar binijenn hag an oad a oa tremenet warnezhañ ha ne oa tamm gourtoc'h. DHS. kabac'h. HS. gourdet, morzet. 3. Dre skeud. Diegi gantañ en em embreger. An den-se ned eo ket gourt nebaon. Er wech-mañ ne voe ket gourt o sentiñ. HS. abaf. 4. Difetis Zo dizamant, dibleg e emzalc'h ouzh an dud. Gourt eo ouzh ar vugale. DHS. didruez, strizh. HS. rent. II. (db. an traoù) 1. Pounner ha diaes da embreger. Ar maen-se zo gourt da loc'hañ. Lardit ar c'harr, rak gwigourat a ra, ken gourt eo da loc'hañ. 2. Reut, garv e c'horre. Ker gourt eo e zaouarn ha teod ur c'hazh. DHS. rust. 3. Mouest un disterañ. Dilhad gourt. Ar c'holo a oa kras mat, met gourt eo bremañ. DHS. gleborek, leizh.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

gourt

1499
Daveenn : LVBCA p86 (roide)

Ned eo ket gourt nebaon.

1732
Daveenn : GReg pg gourd (Cet homme n'est point gourd.)

gourt

1732
Daveenn : GReg pg gourd (-e , engourdi)

gourt

1850
Daveenn : GON.II pg gourd ou gourt (roide ou raide, qui est fort tendu. rude, âpre au toucher. inflexible).

gourt eo gant ar riv

1850
Daveenn : GON.II pg gourd ou gourt (il est roide de froid).

gourt

1850
Daveenn : GON.II pg gourd ou gourt (roide ou raide, qui est fort tendu. rude, âpre au toucher. inflexible).

Ker gourt eo e zaouarn ha teod ur c'hazh.

1850
Daveenn : GON.II pg gourd, gourt (il a les mains aussi rudes que la langue d'un chat).

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Daveenn : MGK p11

Evelato avat / Oant gourt da labourat, / Hag an douar a gavent / Gwall izel dioc'h o ment.

1867
Daveenn : MGK p80

[Un] daouarn youd [zo] : Daouarn gourt, dinerzh, divarrek da zerc'hel peg.

1960
Daveenn : PETO p87

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial