Télécharger les mots parents damc'hourvez gourvezadenn gourvezenn gourvezvank
gourvezet
gourvez
gourvez
Kent na lakais troad er c'hazarn, e tlee an deskarded sonerien sevel un tammig abretoc'h ar Meurzh hag ar Gwener, rak hervez ar reolenn ret e veze dezho diskenn er porzh da seizh eur, tapout pep a fuzuilh, mont ha dont, redek, lammat ha sailhat gant ar benveg-se war o skoaz, gourvezañ hag ober kement tra all itriket gant ur c'harter-mestr "sako" evel ma veze graet diouzh ar fuzulherien.
An devezhioù tremenet war al lestr n'o devoa ket desket din c'hoazh ar basianted ret ; n'em boa mall nemet da vont da zirennañ va divesker war an douar kalet, setu ma kavis hir va amzer rankout chom azezet adarre eurvezhioù dirak an daol ; hag, ur wech aet en douar, anv ebet adarre da vont da c'hourvez, hogen chom c'hoazh div pe deir eur da c'houllonder un nebeud boutailhadoù bier.
Ha goude-se, d'abardaez, p'oc'h bet a-hed un devezh-labour o c'hoari cowboy, person, baraer ha kere dirak saliadoù damgousket pa zamc'hoapaus, n'hoc'h eus ken c'hoant, ur wech distro d'ar gêr, n'ouzit ket ivez dre beseurt burzhud, rak ne oa ket re splann an hent dirak ho taoulagad ha ne oa ket re sklaer ho penn, neuze n'hoc'h eus ken c'hoant nemet gourvez, kaout sioulder, ha disoñjal pep tra, disoñjal pep tra...
"Ur surjian hep e bar," a respont din o lakaat ar pouez war ar mezeg ha n'eo ket war an den. Lostenniñ a rae ar glañvourion evit gourvez dindan e flañchell."
Da'z soñj ez eo deuet hennezh betek amañ war e begement, gourvez dirak ar maen-sonn, kroaziañ e zaouarn hag en em lazhañ ?
Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-
Mots précédents
Mots suivants
gourvez