Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

(gant ur g. perc'h. prl.) 1. Emzalc'h ub., udb. astennet. Bezañ, mont en e c'hourvez. Diouzh ma gourvez ne 'm boa ket a nerzh da sachañ war ar gordenn. Aet e oa fall ken en doa ranket mont en e c'hourvez. Sevel diouzh, eus e c'hourvez. An ebeulez ne oa ket bet pell o skeiñ ar c'harr en e c'hourvez. & Dre zic'harv., trl. skeud. Amañ emañ en e c'hourvez : amañ emañ beziet. 2. Pennad diskuizhañ. Ober ur gourvez.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

ar vuoc'h a zo en he gourvez

1909
Référence : BROU p. 245

Eno eo e sav e grugell-vez, an dour sall o kaeañ tri zu anezhi, ma vez an den-meur, en e c’hourvez warnañ, luskellet noz-deiz gant mouezh voud ar mor en deus-hen, ar c’hentañ eus e ouenn, treizhet ha damesaet.

1923
Référence : SKET p.130

Kaerat tra gwelout Velia en he gourvez, he dremm livrin e-kreiz he blev alaouret diskoulm, o sevel a-us dezhi he mabig !

1924
Référence : SKET.II p.14

Un taol-mor a deuas hag a gouezhas war ar Vran, a ziframmas ar c’habiten diouzh ar varrenn, hag a begas anezhañ ouzh al listenn, evurus ma n’eo ket aet er-maez. Semplet. Lakaet eo bet en e c’hourvez a-hed al listenn dic’hlaviet.

1925
Référence : BILZ2 p.171

mont en e c'hourvez

1931
Référence : VALL pg (s')allonger

An div all a zo en o gourvez er gambr e-kichen, war ur gwele daou, paret o sell war an doubl.

2015
Référence : EHPEA p11

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux