gwasket
E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.
Eürusamant em eus gwasket war va imor ; panevet se em bije, warlerc’h an tri mil gurun, brevet an armel, dor hag all.
Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh "beg" etre e zaouarn.
Ur bobl 'zo e Breizh. Emañ-hi o stourm da chom bev. O stourm evit-se enep ar galloud kapitalour hag impalaerour a zalc'h da waskañ al labourerien, da rivinañ ar vro, da lazhañ sevenadur Breizh ha dreist-holl ar brezhoneg.
Ur c'hresk ken bras en ur ober dek vloaz a rofe marteze da grediñ e vefe bet troc'het ar mallozh a seblante gwaskañ ar bobl-se.
Talvoudusoc'h eo d'ar Stad gwelout ac'hanomp diwasket eget hor gwaskañ.
Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.
Gallout a reont bezañ skoet gant taolioù penn-bazh, gant gaz-daeraouiñ peotramant c'hoazh bezañ gwasket war lec'hioù bresk o c'horf -koubloù o javedoù, dindan o divgazel, o fri sachet war-dreñv...-
Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...
Mots précédents
Mots suivants
gwaskañ