I.
A.
1. Obererezh gwaskañ war ub., udb.
Dindan gwask nerzhus he daouarn e teue an dilhad da goll o c'hramenn. Santout a rae gwask an divrec'h karet en-dro d'e c'houzoug. M'en mougo gant ma gwask.
2. Trl. skeud.
Ober gwask war ub. : pouezañ warnañ (evit ma rafe pe na rafe ket an dra-mañ-tra).
&
Ober gwask : ober poan.
An tu o deus da lakaat ur galon da blegañ dezho hep ober re a wask dezhi.
HS. bec'h, moustr.
&
Kaout gwask : kaout poan, diaesterioù.
B. Fizik
Nerzh udb. war ur c'horreenn bnk.
Gwask an aer : pouez an aer war un takad douar zo.
&
Mezeg.
Gwask ar gwad : pouez ar gwad er gwazhied.
HS. pouez.
II.
1. Dre skeud.
Obererezh mac'homañ.
Flastret e voe ar vro gant gwask diaoulek bagadoù armet.
Ober gwask d'ur bobl : he gwaskañ.
Dieubiñ e vro diouzh gwask an estren.
&
Trl.
Bezañ e gwask : bezañ dindan bec'h udb. n'eur ket evitañ.
Evit ma ne vo den e gwask eo mat lakaat pep tra en e blas ha gar bec'h e-kreiz ar c'hravazh : arabat eo sammañ ub. dreist ar re all.
2. Santadur poanius a ra evel ur bec'h war ar c'horf.
Santout a reas un taolig gwask en e galon pa'z eas kuit e vignon.
&
(impl. da anv unan)
Edo an interamant o loc'hañ, santout a reas ur gwask d'e galon.
Référence :
GON.II.HV
pg gwask (Il est sous presse).
bezañ e gwask
beza e gwask
1931
Référence :
VALL
pg accabler (être accablé)
N'eo ket-hi a vije bet lavaret dezhi gant he medisin... "Re uhel eo gwask ho kwad"
1992
Référence :
EAZB
p. 30
N'eo ket aes bezañ e karg deus un taol, kreñv e c'hall bezañ ar gwask, ha brasoc'h eo ar riskl da zivizout un dra fall war ar prim pe e-kreiz ar spont pa vezer e-unan-penn.
2015
Référence :
DISENT
p102
Er stadoù a reer "demokratel" anezhe e vez efedus gwask ar galloud da gentañ-penn peogwir ne vez ket implijet ar gwask-se dizehan na re greñv.