Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Obererezh gwaskañ war ub., udb. Dindan gwask nerzhus he daouarn e teue an dilhad da goll o c'hramenn. Santout a rae gwask an divrec'h karet en-dro d'e c'houzoug. M'en mougo gant ma gwask. 2. Trl. skeud. Ober gwask war ub. : pouezañ warnañ (evit ma rafe pe na rafe ket an dra-mañ-tra). & Ober gwask : ober poan. An tu o deus da lakaat ur galon da blegañ dezho hep ober re a wask dezhi. HS. bec'h, moustr. & Kaout gwask : kaout poan, diaesterioù. B. Fizik Nerzh udb. war ur c'horreenn bnk. Gwask an aer : pouez an aer war un takad douar zo. & Mezeg. Gwask ar gwad : pouez ar gwad er gwazhied. HS. pouez. II. 1. Dre skeud. Obererezh mac'homañ. Flastret e voe ar vro gant gwask diaoulek bagadoù armet. Ober gwask d'ur bobl : he gwaskañ. Dieubiñ e vro diouzh gwask an estren. & Trl. Bezañ e gwask : bezañ dindan bec'h udb. n'eur ket evitañ. Evit ma ne vo den e gwask eo mat lakaat pep tra en e blas ha gar bec'h e-kreiz ar c'hravazh : arabat eo sammañ ub. dreist ar re all. 2. Santadur poanius a ra evel ur bec'h war ar c'horf. Santout a reas un taolig gwask en e galon pa'z eas kuit e vignon. & (impl. da anv unan) Edo an interamant o loc'hañ, santout a reas ur gwask d'e galon.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

gwask

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg épreinte (action d'épreindre), étreinte (l'action d'étreindre)

ur gwask am eus graet dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (je lui ai donné une) épreinte

N'ho pezo ket ar mel hep gwask.

1850
Daveenn : GON.II pg gwask (Vous n'aurez pas le miel sans pression, sans étreinte).

Gwask bras a oa eno.

1850
Daveenn : GON.II pg gwask (Il y avait là une grande presse, une grande foule).

E-kreiz ar gwask em eus e welet.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwask (Je l'ai vu au milieu de la mêlée).

gwask

1850
Daveenn : GON.II pg gwask (Pression. Presse. Compression. Etreinte. Serrement. Oppression. Foule. - Despotisme. Mêlée, combat opiniâtre. H.V.), mâc'h

Dindan gwask eo.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwask (Il est sous presse).

bezañ e gwask

1931
Daveenn : VALL pg accabler (être accablé)

N'eo ket aes bezañ e karg deus un taol, kreñv e c'hall bezañ ar gwask, ha brasoc'h eo ar riskl da zivizout un dra fall war ar prim pe e-kreiz ar spont pa vezer e-unan-penn.

2015
Daveenn : DISENT p102

Er stadoù a reer "demokratel" anezhe e vez efedus gwask ar galloud da gentañ-penn peogwir ne vez ket implijet ar gwask-se dizehan na re greñv.

2015
Daveenn : DISENT p153

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial