Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Benveg bihan, anezhañ div vrec'henn war ahel da stardañ udb. Ur wask da ispilhañ dilhad ouzh an orjalenn. 2. Benveg bihan, anezhañ div vrec'henn stag dre unan eus o fennoù a dalvez da gemer traoù. Ur wask da gemer sukr. 3. Spilhenn. Staget e oa e frondenn ouzh e roched war-bouez ur wask. B. 1. Ardivink, gwikefre a dalvez da waskañ pe da zistummañ pezhioù pe draezoù, da lezel ul louc'h enno. 2. Gwaskell. Ar wask-sistr : d'ober sistr. 3. Gwaskerell. Deuet eo e levr er-maez diouzh gwaskoù "Ti ar C'hloareg". Deuet eo e levr a-zindan ar wask. 4. Hollad an embannadurioù mareadek hag an aozadurioù stag outo. Ar wask dizalc'h, broadel, pemdeziek, politikel, h.a. & Ar pezh a vez embannet. 5. Trl. skeud. Bezañ er gwask, er wask, e gwask : bezañ en ur gwall blegenn, kaout diaesterioù. E vreur zo er wask. Marteze pa vo bet er wask e teuy dezhi ur begad furnez. Ar vro en em welas er wask : mac'homet. & Bezañ e viz e gwask : bezañ en ur gwall blegenn. An den n'emañ ket e viz e gwask a vez muioc'h dinec'h da ober goulennoù. & Lakaat re hir e viz er wask : en em lakaat e-unañ en ur gwall blegenn. & Bezañ e fri er wask : bezañ lakaet diaes. II. 1. Digor pe faout bir pe hiroc'h, enk pe enkoc'h. Gwaskoù diskloz a oa etre ar plenk. Gwelet a reas gwaskoù o tigeriñ er mogerioù. Ar preñv a oa aet e gwask ar garanoù e goueled an armel. Pa zihunas e welas dre wask ar stignoù prenestr gouloù gwan tarzh-an-deiz. Mel gouez dastumet er gwez kleuz pe e gwask ar reier. & Dre ast. [1985] Ichoù bras pe vrasoc'h zo etre elfennoù ur stroll traoù heñvel. E gwaskoù ar gwez ne ziwane nemet drez ha spern. [1985] E gwask ar gwez glas. & Tremen dre wask ar gwez : tremen etrezo. HS. frailh. 2. Dre skeud. Prantad amzer zo etre div abadenn, daou fed, h.a. Klevet e voe kanaouennoù e-pad an ehanoù e gwask an daou bezh-c'hoari. HS. pleg. 3. Ent strizh Gwask an nor : ichoù zo etre un nor kornzigor hag he framm. Lakaat e droad e gwask an nor. & Trl. Sellet dre wask an nor : dre an nor kornzigor. Gwask an daol : an tu zo troet ouzh ar voger. Azezañ a reas war ur skaon ouzh gwask an daol. 4. Lec'h ma vezer er goudor. Neuze ez ejont da buchañ e gwask ur roc'h. Goudoriñ e gwask ur garreg kleuz. An heklev a dregernas e gwask mougevioù an tornaod. HS. gwasked. 5. Korf. Digor. Gwask an aortenn. Gwask ar gouhin. III. Tr. ar. [1985] DRE WASK : dre-douez. Mont war vor dre wask ar c'herreg. [1985] Ar batimantoù bras a rank gortoz al lanv ha leviañ goustadik dre wask al lec'hidennoù.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

gwaskoù

1850
Daveenn : GON.II p.15, livre premier, "des presses".

gwask

1850
Daveenn : GON.II p.15, livre premier, "presse".

"gwask" g.

1923
Daveenn : SKET p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Interstice, séparation ("grem" fente entre deux planches)".

Hag int izel a-walc’h, e c’heller diwar hini pe hini anezho merzout, dre waskoù ar c’hlasvez, en diabell diouzh tu ar c’hornog, mor ar Goularz hag an arvor noazh a sav e vonnoù dezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.95

Gant e wask e tapas ur c’hlaouenn-dan, ha tan war e c’horn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

An ardivinkoù-se a oa gwaskoù a vez graet troerezed anezho, evit moullañ kazetennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

Gortoz a ris daou vloaz a-benn o embann ; d’am 20 vloaz just, ma levr kentañ a zeuas er-maez [sic, er-maez eus] gwaskoù Prud’homme, Sant-Brieg, war an anv « An Hirvoudoù ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.100

En em gavet ar c'hef er wazh e vez graet ur poull gant un nebeud keuneudennoù a-dreuz ar wazh, ha re all niverusoc'h harpet war ar re-se ha stoufet o gwaskoù gant pri.

1985
Daveenn : DGBD p181

Pignat e c'hell koulskoude ar batimantoù bras gant ar stêr Wouri betek Douala, nemet e rankont gortoz al lanv ha leviañ goustadik dre wask al lec'hidennoù; evit chom hep koll re a amzer eo e harzont e Souellaba.

1985
Daveenn : DGBD p20

Pell diouzh an douar eo chomet al lestr a-sav, ha ne weler arouez a vuhez ebet du-hont nemet un nebeud toennoù ruz pe wenn e gwask ar gwez glas ; beg an torgennoù a-us da gêr a zo beuzet c'hoazh er vogidell.

1985
Daveenn : DGBD p23

Ouzh justin ar paotr ez eus ur follenn A4, dalc'het gant ur wask.

2015
Daveenn : EHPEA p181

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial