I.
A.
1. Benveg bihan, anezhañ div vrec'henn war ahel da stardañ udb.
Ur wask da ispilhañ dilhad ouzh an orjalenn.
2. Benveg bihan, anezhañ div vrec'henn stag dre unan eus o fennoù a dalvez da gemer traoù.
Ur wask da gemer sukr.
3. Spilhenn.
Staget e oa e frondenn ouzh e roched war-bouez ur wask.
B.
1. Ardivink, gwikefre a dalvez da waskañ pe da zistummañ pezhioù pe draezoù, da lezel ul louc'h enno.
2. Gwaskell.
Ar wask-sistr : d'ober sistr.
3. Gwaskerell.
Deuet eo e levr er-maez diouzh gwaskoù "Ti ar C'hloareg". Deuet eo e levr a-zindan ar wask.
4. Hollad an embannadurioù mareadek hag an aozadurioù stag outo.
Ar wask dizalc'h, broadel, pemdeziek, politikel, h.a.
&
Ar pezh a vez embannet.
5. Trl. skeud.
Bezañ er gwask, er wask, e gwask : bezañ en ur gwall blegenn, kaout diaesterioù.
E vreur zo er wask. Marteze pa vo bet er wask e teuy dezhi ur begad furnez.
Ar vro en em welas er wask : mac'homet.
&
Bezañ e viz e gwask : bezañ en ur gwall blegenn.
An den n'emañ ket e viz e gwask a vez muioc'h dinec'h da ober goulennoù.
&
Lakaat re hir e viz er wask : en em lakaat e-unañ en ur gwall blegenn.
&
Bezañ e fri er wask : bezañ lakaet diaes.
II.
1. Digor pe faout bir pe hiroc'h, enk pe enkoc'h.
Gwaskoù diskloz a oa etre ar plenk. Gwelet a reas gwaskoù o tigeriñ er mogerioù. Ar preñv a oa aet e gwask ar garanoù e goueled an armel. Pa zihunas e welas dre wask ar stignoù prenestr gouloù gwan tarzh-an-deiz. Mel gouez dastumet er gwez kleuz pe e gwask ar reier.
&
Dre ast.
[1985] Ichoù bras pe vrasoc'h zo etre elfennoù ur stroll traoù heñvel.
E gwaskoù ar gwez ne ziwane nemet drez ha spern.
[1985] E gwask ar gwez glas.
&
Tremen dre wask ar gwez : tremen etrezo.
HS. frailh.
2. Dre skeud.
Prantad amzer zo etre div abadenn, daou fed, h.a.
Klevet e voe kanaouennoù e-pad an ehanoù e gwask an daou bezh-c'hoari.
HS. pleg.
3. Ent strizh
Gwask an nor : ichoù zo etre un nor kornzigor hag he framm.
Lakaat e droad e gwask an nor.
&
Trl. Sellet dre wask an nor : dre an nor kornzigor.
Gwask an daol : an tu zo troet ouzh ar voger.
Azezañ a reas war ur skaon ouzh gwask an daol.
4. Lec'h ma vezer er goudor.
Neuze ez ejont da buchañ e gwask ur roc'h. Goudoriñ e gwask ur garreg kleuz. An heklev a dregernas e gwask mougevioù an tornaod.
HS. gwasked.
5. Korf.
Digor.
Gwask an aortenn. Gwask ar gouhin.
III.
Tr. ar.
[1985] DRE WASK : dre-douez.
Mont war vor dre wask ar c'herreg.
[1985] Ar batimantoù bras a rank gortoz al lanv ha leviañ goustadik dre wask al lec'hidennoù.
Référence :
SKET
p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Interstice, séparation ("grem" fente entre deux planches)".
Hag int izel a-walc’h, e c’heller diwar hini pe hini anezho merzout, dre waskoù ar c’hlasvez, en diabell diouzh tu ar c’hornog, mor ar Goularz hag an arvor noazh a sav e vonnoù dezhañ.
Hag int izel a-walc’h, e c’heller diwar hini pe hini anezo merzout, dre waskou ar c’hlazvez, en diabell diouz tu ar c’hornog, mor ar Goularz hag an arvor noaz a sav e vonnou d’ezan.
1923
Référence :
SKET
p.95
Gant e wask e tapas ur c’hlaouenn-dan, ha tan war e c’horn.
Gant e wask e tapas eur c’hlaouenn-dan, ha tan war e c’horn.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.946 (Mae 1924)
An ardivinkoù-se a oa gwaskoù a vez graet troerezed anezho, evit moullañ kazetennoù.
An ardivinkou-se a oa gwaskou a vez graet troerezed anezo, evit moula kazetennoù.
1944
Référence :
EURW.1
p.212
Gortoz a ris daou vloaz a-benn o embann ; d’am 20 vloaz just, ma levr kentañ a zeuas er-maez [sic, er-maez eus] gwaskoù Prud’homme, Sant-Brieg, war an anv « An Hirvoudoù ».
Gortoz a ris daou vloaz a-benn o embann ; d’am 20 vloaz just, ma levr kenta a zeuas er-maez [sic] gwaskou Prud’homme, Sant-Brieg, war an ano « An Hirvoudou ».
1944
Référence :
EURW.1
p.100
En em gavet ar c'hef er wazh e vez graet ur poull gant un nebeud keuneudennoù a-dreuz ar wazh, ha re all niverusoc'h harpet war ar re-se ha stoufet o gwaskoù gant pri.
1985
Référence :
DGBD
p181
Pignat e c'hell koulskoude ar batimantoù bras gant ar stêr Wouri betek Douala, nemet e rankont gortoz al lanv ha leviañ goustadik dre wask al lec'hidennoù; evit chom hep koll re a amzer eo e harzont e Souellaba.
1985
Référence :
DGBD
p20
Pell diouzh an douar eo chomet al lestr a-sav, ha ne weler arouez a vuhez ebet du-hont nemet un nebeud toennoù ruz pe wenn e gwask ar gwez glas ; beg an torgennoù a-us da gêr a zo beuzet c'hoazh er vogidell.
1985
Référence :
DGBD
p23
Ouzh justin ar paotr ez eus ur follenn A4, dalc'het gant ur wask.