I.
V.k.e.
1. [1850, 1923, 1925] Distummañ udb. gwevn dre dreiñ ul lodenn anezhañ tra ma chom difiñv eben.
[1850] Gweañ.
[1923] Neuze, e tirollas da ouelañ en ur weañ he daouarn, hag e vennas dont war he c’hiz, ha herzel he bugale da vont war-raok.
[1925] Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sternañ ar c’hevell hag ar boutegoù, ha gantañ e tiske steuiñ gant ar beüt, gweañ ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.
[1974] An aotrou Tual a zalc'he da weañ e vourroù.
HS. Treuzañ.
2. [1732, 1944] Diaozañ un ezel dre e dreiñ, e blegañ betek re.
[1732] Gweañ ur mempr bennak.
[1944] Hag e tiskoueze ar c’hiz en doa desket da weañ ur vrec’h, e-giz jiu-jitsu Japaniz.
&
[1732] Gweañ e c'houzoug da ur re.
Gweañ o gouzoug d'ar yer.
3. Ent strizh
[1732, 1850, 1931] Plezhañ.
[1732] Gweañ an eil gant egile.
[1850] Gweit e vlev dezhañ.
[1931] Gweañ ur gordenn.
&
Dre skeud.
Gweañ e gordenn : ober diouzh bezañ kaset d'ar groug diwezhatoc'h.
Emañ o weañ e gordenn, boued ar groug zo anezhañ.
HS. kordañ.
4. [1499, 1659, 1732, 1850, 1923] Gwiadiñ.
[1499] Gweañ. [1499] Gweet.
[1659] Gweañ.
[1732] Gweañ mezher.
[1850] N'eo ket gweet mat al lien-se.
[1924] Kent an donedigezh anezhañ ne ouie an dud na gwiañ na livadenniñ danvez ; n’o doa ken dilhad nemet krec’hin al loened a lazhent en hemolc’h. [1923] Brigia (2), merc’h da Vissurix, a wias evit ar bugel ur vanegig a oa graet holl a vailhoù arc’hant, ha hi ker gwevn hag ur vaneg c’hloan.
DHS. nezañ.
HS. gwiadenniñ.
&
Ent strizh
[1850] Brodañ garlantezioù war-c'horre pe war bord un danvez bennak.
5. Trl. skeud.
Gweañ anezhi : gouzañv diaesterioù, dienez.
II.
V.g.
[1850, 2013] Mont gwe en udb., plegañ.
[1850] Gweet eo e c'houzoug.
[2013] Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.
III.
V. em.
[1732, 1924] En em weañ : treiñ ha distreiñ tro-dro d'ub. pe d'udb. betek chom stag pe peg outañ alies.
[1732] An iliav, hag ar gwini a zeu d'en em weañ en-dro d'ar gwez
[1924] Naer-zour dalc’het e don ur sanig teñval, ar stêr a yud, en em we, en em zifret, eonennet ha kounnaret-holl.
an iliav, hag ar gwini a zeu d'en em weañ en-dro d'ar gwez
an ilio, hac ar guïny a zeu d'en hem vea èn dro da'r guëz
1732
Référence :
GReg
pg (le liere & la vigne s') entortillent (au tour des arbres)
gweañ
gwéa
1850
Référence :
GON.II
pg gwéa (Tisser, faire un tissu. Tresser. Tordre. Entortiller. - Brocher, passer certains fils dans une étoffe, pour figurer un dessin. Festonner).
N'eo ket gweet mat al lien-se.
Né két gwéet mâd al lien-zé.
1850
Référence :
GON.II
pg gwéa (Cette toile n'est pas bien tissue).
Gweit e vlev dezhañ.
Gwéid hé vléô d'ézhañ.
1850
Référence :
GON.II
pg gwéa (Tressez-lui les cheveux).
Gweet eo e c'houzoug.
Gwéed eo hé c'houzouk.
1850
Référence :
GON.II
pg gwéa (Il a le cou tordu).
gweet
gwéet
1850
Référence :
GON.II
pg gwéa (Tisser, faire un tissu. Tresser. Tordre. Entortiller. - Brocher, passer certains fils dans une étoffe, pour figurer un dessin. Festonner. Part).
Neuze, e tirollas da ouelañ en ur weañ he daouarn, hag e vennas dont war he c’hiz, ha herzel he bugale da vont war-raok.
Neuze, e tirollas da ouela en eur wea he daouarn, hag e vennas dont war he c’hiz, ha herzel he bugale da vont war-raok.
1923
Référence :
SKET
p.79
Damdost d’an hent-se, diouzh ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hañvdi ma klever en-dro dezhañ, a-hed an nozvezhioù diloar, o ouelañ hag o kunudañ en ur weañ he daouarn war he foan, intañvez ar Garianed.
Damdost d’an hent-se, diouz ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hanvdi ma klever en-dro d’ezan, a-hed an nozveziou diloar, o ouela hag o kunuda en eur wea he daouarn war he foan, intanvez ar Garianed.
1923
Référence :
SKET
p.14
Kent an donedigezh anezhañ ne ouie an dud na gwiañ na livadenniñ danvez ; n’o doa ken dilhad nemet krec’hin al loened a lazhent en hemolc’h.
Kent an donedigez anezan ne ouie an dud na gwia na livadenni danvez ; n’o doa ken dilhad nemet krec’hin al loened a lazent en hemolc’h.
1923
Référence :
SKET
p.59
Ijinerezh ebet ganto estreget ar gwiañ rouedoù.
Ijinerez ebet ganto estr eged ar gwia rouedou.
1924
Référence :
SKET.II
p.63
Brigia (2), merc’h da Vissurix, a wias evit ar bugel ur vanegig a oa graet holl a vailhoù arc’hant, ha hi ker gwevn hag ur vaneg c’hloan. Da waregañ e wiske ar bugel ar vaneg-se (3).
Brigia (2), merc’h da Vissurix, a wias evid ar bugel eur vanegig a oa graet holl a vailhou arc’hant, ha hi ker gwevn hag eur vaneg c’hloan. Da warega e wiske ar bugel ar vaneg-se (3).
1924
Référence :
SKET.II
p.19
Naer-zour dalc’het e don ur sanig teñval, ar stêr a yud, en em we, en em zifret, eonennet ha kounnaret-holl.
Naer-zour dalc’het e doun eur sanig tenval, ar stêr a yud, en em we, en em zifret, eonennet ha kounnaret-holl.
1924
Référence :
SKET.II
p.48
Hag i en em weañ en-dro d’o divesker, en em stlejañ a-hed o brennid ha gwaskañ o divrec’h hag o gouzoug e-kreiz o gweadennoù.
Hag i en em wea en-dro d’o divesker, en em stleja a-hed o brennid ha gwaska o divrec’h hag o gouzoug e-kreiz o gweadennou.
1924
Référence :
SKET.II
p.56
Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sternañ ar c’hevell hag ar boutegoù, ha gantañ e tiske steuiñ gant ar beüt, gweañ ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.
Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sterna ar c’hevell hag ar boutegou, ha gantan e tiske steui gant ar beüt, gwea ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.
1925
Référence :
BILZ2
p.115
gweañ ur gordenn
gwéa eur gordenn
1931
Référence :
VALL
pg cabler (une corde)
gweañ
gwea
1931
Référence :
VALL
pg brocher (une étoffe)
Hag e tiskoueze ar c’hiz en doa desket da weañ ur vrec’h, e-giz jiu-jitsu Japaniz.
Hag e tiskoueze ar c’hiz en doa desket da wîa eur vrec’h, e-giz jiu-jitsu Japaniz.
1944
Référence :
EURW.1
p.142
Ar pennad-mañ a ziskouezo sklaeroc'h c'hoazh peseurt kemm a zo etre ur Gall savet war skouer Pariz evel ma'z int holl, hag un den bennak evel un Alzasiad, n'eo ket bet distummet, na gwiet e skiant gant orezonoù jakobin.
Ar pennad-mañ a ziskouezo sklaeroc'h c'hoaz peseurt kemm a zo etre eur Gall savet war skouer Pariz evel ma 'z int holl, hag eun den bennak evel eun Alzasiad, n'eo ket bet distummet na gwiet e skiant gant orezonnou jakobin.
1944
Référence :
EURW.1
p53
an aotrou Tual a zalc'he da weañ e vourroù
1974
Référence :
BAHE
niv. 82, p19
Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.