Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. 1. (db. an traoù) Dont da vezañ gwennoc'h. Gwennaat a ra ar plastr dre ma teu da sec'hañ. 2. (db. neuz an dud klañv) Dont da vezañ gwenn pe wennoc'h. Te 'vat, zo gwennaet ! 3. (db. blev an dud, blevenn al loened) Dont da vezañ gwenn. Gwennaat a ra da varv. DHS. glasaat. 4. (db. ar geot, an edeier) Sec'hañ. Emañ ar maezioù o wennaat gant an tommder. & Ent strizh Dareviñ. Emañ ar c'herc'h o wennaat. B. 1. (db. an deiz) Sevel. Bremaik e wennay an deiz. HS. goulaouiñ. 2. Dre ast. Bezañ sklêrijennet gant gouloù an deiz. Krog eo an traoù da wennaat. C. Dre skeud., pemdez Politik. Treiñ a-du gant mennozhioù politikel an tu dehoù goude bezañ bet dalc'hiad an tu kleiz. Gwennaet en deus. II. V.k.e. Lakaat (udb.). da vezañ gwennoc'h, lakaat liv pe un danvez gwennoc'h war udb. Gwennaet he deus he dremm gant poultr. ES. duaat, teñvalaat.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

gwennaat

1659
Référence : LDJM.1 pg (devenir) blanc

gwennaet

1732
Référence : GReg pg (devenir) blanc, blanchir (devenir blanc, devenir vieux)

gwennaat

1732
Référence : GReg pg (devenir) blanc, blanchir (devenir blanc, devenir vieux)

Gwennaat a ray gant an amzer.

1850
Référence : GON.II pg gwennaat (Il blanchira avec le temps).

gwennaat

1850
Référence : GON.II pg gwennaat (Blanchir, devenir blanc ou pâle).

gwennaet

1850
Référence : GON.II pg gwennaat (Blanchir, devenir blanc ou pâle. Part.)

An Aotrou Levot, en e levr, hervez va c’hredenn-me, a zo demdost a-du gant ar republikaned ; zoken en deus evel un tamm c’hoant da wennaat lod eus an traoù kriz o deus graet er vro, hag evelato, n'eo ket evit nac’h o deus graet gwall draoù.

1877
Référence : EKG.I. p.207

Gwennaat a rejont el lec’h-se ha mont en uloc’h hep ma teuje dorn den ebet da stekiñ outo nepred.

1923
Référence : SKET p.128

gwennaat

1931
Référence : VALL pg (devenir ou rendre plus) blanc, blanchir (rendre plus blanc, vieillir)

Ur gentleman karadek e oa, yac'h ha kreñv, feul, livrin e zremm, gant ur greouichenn blev fuilh gwennaet a-raok an oad ; bouilh ha nerzhek e oa e zoareoù.

2012
Référence : DJHMH p20

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux