I.
Adv.
1. Abaoe un hir a bennad.
Gwerso a-walc'h e tailhent o mestr àrnomp.
2. Gwechall.
Gwerso e veve en Enez-Vreizh un den pinvidik.
II.
Rag. am. (e troiennoù adverb zo)
Gwerso zo : ur prantad hir zo.
Gwerso dija aba en gortozer er bed.
&
N'eus ket gwerso, n'eus ket tamm gwerso : n'eus ket pell.
Me a wele, ned eus ket gwerso, ur vaouez en he zi. Hemañ en doa graet sevel ur c'haer a di, ne oa ket tamm gwerso.
&
A-c'houde gwerso : abaoe pell zo.
A-c'houde ker gwerso.
HS. pell.
III.
Tr. adv.
A-werso : abaoe un hir a bennad.
A-werso ez oc'h c'hwi e Breizh ? A-werso bras.
&
Gwerso amzer : abaoe un hir a bennad. Kollet eo ma hent din gwerso amzer.
&
Ur prantad hir.
Bout zo gwerso amzer.
HS. pell.