Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. Abaoe un hir a bennad. Gwerso a-walc'h e tailhent o mestr àrnomp. 2. Gwechall. Gwerso e veve en Enez-Vreizh un den pinvidik. II. Rag. am. (e troiennoù adverb zo) Gwerso zo : ur prantad hir zo. Gwerso dija aba en gortozer er bed. & N'eus ket gwerso, n'eus ket tamm gwerso : n'eus ket pell. Me a wele, ned eus ket gwerso, ur vaouez en he zi. Hemañ en doa graet sevel ur c'haer a di, ne oa ket tamm gwerso. & A-c'houde gwerso : abaoe pell zo. A-c'houde ker gwerso. HS. pell. III. Tr. adv. A-werso : abaoe un hir a bennad. A-werso ez oc'h c'hwi e Breizh ? A-werso bras. & Gwerso amzer : abaoe un hir a bennad. Kollet eo ma hent din gwerso amzer. & Ur prantad hir. Bout zo gwerso amzer. HS. pell.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

gwerso

1850
Daveenn : GON.II pg kouers, gouers

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial