Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d' ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
E wreg 'vat, ur jolfa anezhi ha gwisket Doue’ oar, ne vane ket dilavar ; n’he devoa ket laeret he gwerzh-butun ar wrac’h ma voe bet distagellet ganti [...].
Mots précédents
Mots suivants
gwerzh-daspren