I.
Doar./Stn.
A.
1. (db. an traoù)
A c'haller plegañ, krommañ aes.
Aozilh gwevn. Gwialennoù haleg gwevn.
ES. bresk, reut, tenn.
2. (db. an dud, al loened)
Hebleg, a embreg e izili gant aezamant.
Bezañ gwevn e izili. Brec'hioù gwevn ar morgazh.
HS. mibin, ouesk, skañv.
&
Trl. skeud.
Kaout ur c'hein gwevn : plegañ aes, stouiñ dirak an dud evit ober brav dezho prl.
Bez' en doa ur c'hein gwevn hag ur genoù flour.
3. A-wechoù
Hep nemeur a c'hred, a startijenn.
Gwevn oc'h, plegañ a rit.
HS. laosk.
B. Dre ast.
Kreñv, nerzhus.
Ur paotr gwevn zo eno. Gwevn eo c'hoazh an den-se e gwirionez.
C. Dre skeud. (db. an dud)
Lemm e spered, a oar ober diouzh an dud.
Hemañ, paotr gwevn evel ma oa, a baeas, en noz kent ar varn, ur goan vat d'ar varnerien.
HS. fin.
D. Dre eilp.
1. (db. ar blev, ar barv)
Reut.
Ur barv ken gwevn hag un torkad orjal.
2. (db. ar c'hig)
Start da droc'hañ, da chaokat.
Un tamm kig gwevn.
ES. gwak, tener.
II.
Adv.
1. En un doare ouesk, hebleg.
Izili ur sportour a zle mont gwevn en-dro.
2. Gant nerzh, dalc'husted.
Rankout a reas stourm gwevn ouzh e enebourien.
&
Delc'her gwevn : delc'her mort.
Klask a reas divarc'hañ an nor a daolioù troad met homañ a zalc'has gwevn. Mar karfent delc'her gwevn ha komz o yezh.
Référence :
GON.II
pg gwén (Le bouleau est un bois pliant).
Ha pep hini a denne e dok d’ar beskont, ivez d’e vevel, c’hoarzhin goap a raent dioute a-bell. A-dost ? a-dost gwevn-ral livenn o c’hein. Ha soupl o izili dirake, met peoc’h !…
Ha pep-hini a denne e dok d’ar beskont, ive d’e vevel, c’hoarzin goap a reent dioute a-bell. A-dost ? a-dost gwevn ral livenn o c’hein. Ha soupl o izili dirake, met peoc’h !…
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 46, p.1089 (Here 1924)
War un dro e kave nerzh an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreantiñ e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start.
War eun dro e kave nerz an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreanti e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start.
1924
Référence :
SKET.II
p.18
Poan a zo bet gant ar paotr, gwevn e gorf evel ur silienn ; kroget en deus gant e zent en dorn un archer.
Poan a zo bet gant ar pôtr, gwevn e gorf evel eur silienn ; kroget an neus gant e zent en dorn eun archer.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)
Pinvidik, o ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigezh Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigezh ! gwevn-meurbet eo ar gir-se, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piv a nivero al leve a ra pinvidigezh un den glor[i]us ha piv an dienez a ra hini Izabel.
Pinvidik, oh ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigez Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigez ! gwevn meurbet eo ar gir-ze, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piou a nivero al leve a ra pinvidigez eun den glorus [sic] ha piou an dienez a ra hini Izabel.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Ar c’hazh a zo disfizius-meurbet ; goustadik, e lagad melen digor war ar c’hi, e tiskennas a-ziwar e gleuz, en ur astenn e izili, gwevn e gorf evel hini un aer.
Ar c’haz a zo disfius meurbed ; goustadik, e lagad melen digor war ar c’hi, e tiskennas a-ziwar e gleun, en eur astenn e izili, gwevn e gorf evel hini eun aer.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.946 (Mae 1924)
Paotr moan ha mistr, treut met gwevn a gorf ha skañv a droad, lemm a lagad hag a spered, e oa d’ar c’houlz-se ar paotr.
Pôtr moan ha mistr, treut met gwevn a gorf ha skanv a droad, lemm a lagad hag a spered, e oa d’ar c’houlz-ze ar pôtr.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.978 (Even 1924)
Na gouzañvet hoc’h eus-hu bet, ur wech bennak, brec’hioù gwevn ha ramplus evel kroc’hen ur silienn, oc’h astenn o spegoù yen war ho troad pe war ho kof-gar ?
Na gouzanvet hoc’h eus-hu bet, eur wech bennak, brec’hiou gwevn ha ramplus evel kroc’hen eur zilienn, oc’h astenn o spegou yen war ho troad pe war ho kof-gar ?
1925
Référence :
BILZ2
p.111
gwevn
gwévn
1931
Référence :
VALL
pg adroit, agile
Gwevn e oa evel eur gwiñver.
Gwevn e oa evel eur gwiñver.
1944
Référence :
EURW.1
p.148
Neuze, e taolis pled d’am c’hamarad gwele, ur c’hrennard blev melen, daoulagad glas, kroc’henet roz hep ur vlevenn, so[n]n ha gwevn, hag a seblante poltred Apollon e-unan.
Neuze, e taolis pled d’am c’hamarad gwele, eur c’hrennard bleo melen, daoulagad glas, kroc’hennet [sic] roz hep eur vlevenn, soun ha gwevn, hag a seblante poltred Apollon e-unan.
1944
Référence :
EURW.1
p.193
Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.
1949
Référence :
SIZH
p.38
Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.
1949
Référence :
SIZH
p.52
Ar boaz da zougen pep tra war o fenn, hag ivez ar boaz da vale diarc'hen, eo sur a-walc'h en deus roet d'ar Gabonezed o c'herzhed skañv ha gwevn, ken plijus.