Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennid dizolo.
Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.
Ac’hanta, diskouez a reas Alfoñs ne oa ket un admiral treuzwisket, ha lammat a reas, gwevn ha skañv evel ur gwiñver, war skeulig an Ernest Renan en ur ober al lu gant e grenerien, rak den all nemetañ ne gredas pignal war vourzh, kaer hor boa seniñ hag adseniñ kan broadel Spagn, un ton fentus a-walc'h, ha kustum e veze hor martoloded da vouskanañ ar mentoù diwezhañ en ul lakaat dindano gerioù ijinet ganto : "Pare à virer, pare à virer !"
Ar boaz da zougen pep tra war o fenn, hag ivez ar boaz da vale diarc'hen, eo sur a-walc'h en deus roet d'ar Gabonezed o c'herzhed skañv ha gwevn, ken plijus.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwevnaat