Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Trouz skiltr ha padus, displijus da glevet, graet gant gorreennoù o frotañ an eil war eben, gant traoù oc'h en em weañ, h.a. Gwigour rodoù eouliet-fall. Klevet gwigour an nor o tigeriñ hag o serriñ. Gwigour an alc'hwez e potailh an nor. Gwigour an delezioù dindan lien. Te zo gwigour ez potoù : trouzal a reont, ev el botoù nevez. II. Pemdez, dre zismeg 1. Revr war wigour : den tagnous. 2. Klemm. Hag e tlee, hep klemm na gwigour, sentiñ atav, stagañ d'al labour. 3. Klemmoù ur vaouez o wilioudiñ.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

gwigour

1732
Référence : GReg pg bruit (d'une charrette)

gwigour

1850
Référence : GON.II pg gwigour (Bruit que fait une charrette dont l'essieu n'est pas graissé. Bruit que fait une porte dont les gonds sont rouillés. Bruit que font des souliers dont le cuir est vert. En général, tout bruit occasionné par le frottement), chourik

Teñval e oa c’hoazh ar c’hraou, pa voemp dihunet gant gwigour an alc’houez e potailh an nor ; mes kerkent ha ma voe digoret e weljomp e oa deiz bras, hag hor boa graet hor c’housk-mintin.

1877
Référence : EKG.I. p.76

Digeriñ a ris ; an nor, en ur dreiñ war he muduren, a c’hrigoñsas kement, ma rae muioc’h a drouz c’hoazh eget gwigour an alc’houez.

1878
Référence : EKG.II p.124

wigour

1909
Référence : BROU p. 249 (grincement aigu)

Lakaat a reas e zorn war an alc’houez ; treiñ a reas anezhañ ar goustadikañ ma c’hellas, mes ur gwigour skiltr a zihunas krenn ar voereb.

1944
Référence : ATST p.35-36

Klevout gwigour an nor o tigeriñ, o serriñ, an dud o vale war al leur-di pe o kaozeal en he c’hichen a zo ur verzherinti eviti. Hag aes eo kompren.

1944
Référence : ATST p.39

Note d'étude

E GON.II eo roet "chourik" evel ar ger graet gantañ e Bro-Wened ha Bro-Gerne evit kaozeal eus ar memes tra ha "gwigour".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux