I.
Str.
1. Gwezigoù-krap, dezho kefioù tort ha skoulmek, o anv spesad Vitis vinifera, a c'hounezer evit o frouezh (ar rezin) a zebrer pe a reer gwin gant ar chug anezho.
Plantañ gwini. Benañ gwini.
&
Bod-gwini, kef-gwini, skod-gwini : lodenn ar plant-se a chom en douar war-lerc'h mendemiñ hag a sav nevezennoù diwarni en nevezhañv.
&
Drailhoù gwini : taolioù hir a zoug ar blokadoù hag a dalvez da geuneud pa vezont sec'h.
&
Peul gwini : peul a blanter ouzh troad pep gwinienn evit he skorañ.
&
Gwini skeuliet : lakaet da greskiñ o kemer harp war beulioù.
2. Ger a dalvez da sevel anvioù plant.
Gwini-bleuñv, gwini-gouez.
II.
H.g.
Koad ar gwezigoù-krap-se.
Un hordenn wini. Ludu gwini.