gwin
Neuze e lavare : perak ne werzer ket Ar c'housket[d], evel ar bara hag ar gwin, Evel ar c'haol hag ann [an] irvin ?
leun a win
Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.
Ne oa tremenet c'hoazh nemet pevar devezh ha setu ma vanke ar c'hafe ha pa'z ejod da ober ur sell er c'harchedoù e oa anat e oa aet bas pep tra ; ha diwar neuze e voe bemdez un dra bennak nebeutoc'h : gwin, fav, avaloù-douar ha, pa zeuas tro ar sukr da vankout e veze kavet gwall c'hwerv an te, brav deomp c'hoazh pa oa bet dizoloet ar voestadig te-se e pakadoù unan ac'hanomp ; paneveti e vije bet ret tremen gant dour sklaer, rak gwall bell e vije bet kas unan bennak betek ur gêr bennak da gerc'hat geot-sitroñs.
Gin a eve pa veze e-unan, d'ober pinijenn evit e zoug d'ar gwin a seim bras.
Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.
Mots précédents
Mots suivants
Gwinamant