1. (db. an traoù)
A c'hall bezañ savet ha gouzizet.
Ur c'harr gwint. Skeul wint ar goproù.
&
Gwint-diwint : a sav hag a ziskenn tro-ha-tro.
Ar c'harr e-lec'h bezañ dalc'hmat gwint-diwint a chome kompez.
2. Dizoare-tre (en e furm vihanaat) (db. ar merc'hed)
Gadal da vat.
Ur plac'h wintik.
Da anv-kadarn eo bet lakaet "gwint" gant ar Gonideg a skriv ne vez ket implijet e-unan hiziv an deiz ken met atav stag ouzh ur ger all (porzh-gwint da skouer).