I.
V.k.e.
A.
1. Kas udb. war an uhel, lakaat udb. da sevel d'an nec'h.
Gwintañ ur banniel. Gwintañ ur c'hilhog e beg an tour. Lakaat a reas gwintañ ar pennoù e beg goafioù.
[1954] [...] paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.
&
Dre skeud.
Un iliz o wintañ he zour betek an oabl.
2. (db. ar c'hirri, an tumporelloù, an adkirri, h.a.)
Lakaat da gouezhañ war e lost o sevel ar walenn-garr, ar brec'hioù.
Gwintañ ur c'harr.
&
Gwintañ ur garrigell evit he diskargañ.
HS. bannañ.
3. Lakaat sonn udb.
Gwintañ ar pont.
B. Dre ast.
1. (db. an dud, al loened, an traoù)
Diskar, lakaat da gouezhañ.
Gwintañ ur savadur. Gwintañ gwez. Ne oan ket bet pell o wintañ hennezh.
&
Gwintañ d'an traoñ : diskar.
Pegen divergont eo bet gwintet d'an traoñ o hunvreoù ! N'eo ket lavaret ne wintfe ket d'an traoñ al lezennoù savet ken stank a-enep.
2. DIZOARE
Gwintañ ur plac'h : kaout darempredoù rev ganti.
II.
V.g.
1. (db. ar c'hirri, an tumporelloù, an adkirri, h.a.)
Mont war e lost o lakaat e vrec'hioù, e walenn, da sevel er vann.
Ar c'harr, re garg en adreñv, a wintas.
DHS. tumpañ.
2. (db. al loened, ar c'hezeg dh.)
Mont sonn, sevel war e bavioù a-dreñv.
En un taol-kont e stagas al loen da wintañ ha da winkal.
3. Dre ast.
Pignat.
Gwint buan war ar voger. Bez' e c'hallas gwintañ war ar skorn kalet.
4. DIZOARE
Strinkañ sper.
5. (db. ar bigi)
Gwintañ-diwintañ : brañsellat.
Digaset e voe an nav fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwintañ e beg goafioù, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwashañ ha ma talc’he c’hoazh ar Skaled, oc’h en em zifenn taer-meurbet.
Digaset e voe an nao fenn, gant hini ar roue-meur, da Nemetos a reas o gwinta e beg goafiou, d’o dougen d’al lec’h m’edo ar veskadeg en he gwasa ha ma talc’he c’hoaz ar Skaled, oc’h en em zifenn taer meurbet.
Référence :
VALL
pg (lever la main en l')air (jeter en l'air)
Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh "beg" etre e zaouarn.
1944
Référence :
ATST
p.64
N’ouzon ket penaos e c’hoarvezas goude, rak, pa vez krabiñset unan bennak gant ivinoù ur c’hazh, ne zale ket da wintañ anezhañ dioutañ ar pellañ ma c’hell.
1944
Référence :
ATST
p.64
An deiz war-lerc’h beure-mat e tifloupas eus ar pevar c’horn ar vro, ha dreist-holl eus Penn-ar-Bed, tolpadoù gwazed a-well-forzh, gant pep a vazh en o dorn, paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.
An deiz war lerc’h beure mat e tifloupas eus ar pevar c’horn ar vro, ha dreist-holl eus Penn ar Bed, tolpadoù gwazed a-well-forzh, gant pep a vazh en o dorn, paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.