Lom ne wintas ket ar c’hazh ; er c’hontrol, gwaskañ a reas war ivinoù al loen, war genoù al loen, war gof al loen, war benn a-raok ha penn a-dreñv al loen, ken na reas ar paour kaezh "beg" etre e zaouarn.
N’ouzon ket penaos e c’hoarvezas goude, rak, pa vez krabiñset unan bennak gant ivinoù ur c’hazh, ne zale ket da wintañ anezhañ dioutañ ar pellañ ma c’hell.
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Ha bep noz e tistroe hor c’hanfarded d’ar gêr, kollet ganto boned pe golier glas, ha ken mezv ma veze ret o gwintañ war vourzh gant ar gwindask hag ar poleoù da sevel ar saout hag ar seier glaou.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwinteiz