Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. Zo anezhañ e doare ma c'haller ha ma tleer e zegemer kuit a var. Ul lavarenn wir. N'eus ger gwir ebet en digarez-se. An tamall-se n'eo ket gwir. & Trl. (db. ar mennadoù, ar promesaoù, an hunvreoù) Dont, mont da wir : bezañ sevenet. Ar bromesa zo aet da wir. [1924] Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, & Degemer, kemer da wir. & Reiñ da wir : kinnig udb. evel udb. diarvar, asur. & Gwir-bater, gwir-bev, gwir-diarvar : gwir a-grenn. ES. faos. 2. Dre ast. A glot gant ar pezh zo pe zo bet. Roet en deus un testeni gwir. An istor-se zo gwir : n'eo ket unan a faltazi. HS. gwirion. ES. faos, gaou. 3. Zo end-eeun pezh a seblant bezañ. Avaloù gwir eo zo er baner. II. Doar. (gant ar stumm verb eo, hep rener) Gwir eo : a c'haller krediñ. & Trl. N'eo ket gwir ? : troienn a dalvez da c'houlenn asant an den a gomzer outañ d'ar pezh a lavarer. & Trl. Ha gwir ?! : troienn a verk e vager un tamm diskred e-keñver ar pezh zo lavaret. III. Stn. (dirak un ak.) 1. En em reizh diouzh an anv a reer anezhañ. Ar re-se zo gwir gristenien. Ur gwir garantez a vag evitañ. An den-se zo ur gwir lampon : klotañ a ra an anv a lampon outañ. 2. Diazezet war ar reizh pe war al lezenn. E wir bried eo-hi. Gant gwir abeg eo e klemm. 3. A zere gwellañ dre natur. Ar geot eo gwir voued ar saout. 4. Diazezet mat war ar fedoù. N'en doa mui gwir c'halloud ebet. 5. Zo hep touell. E drugarekaat a reas a wir galon. 6. Trl. Bezañ en e wir wellañ (gant ub., oc'h ober udb.) : bezañ da vat, a-zevri-bev gantañ. & Trl. Emañ en e wir wellañ : e barr e vrud. & Trl. Ober e wir wellañ : ober kement zo en e c'halloud. IV. Adv. 1. ENT GWIR : troienn a implijer e deroù un arguzenn, un disklêriadur, o harpañ udb. lavaret a-raok. Ent gwir, an traoù-se zo keraet. 2. (er c'henstrolladoù laosk dirak un agv.) E gwirionez, da vat. Gwir-c'hlac'haret eo da heul ar gwalldaol-se. 3. Tr. adv. EVIT GWIR : da vat, kuit a c'haou, ent sur. EVEZH. : (a) kemm. blot. e deroù ar gerioù a zeu da heul gwir ; (b) kemm ebet e deroù gwir goude ar gm. dirak an anvioù benel unan pe gourel.

Exemples historiques : 
116
Masquer la liste des exemples

Ha pan oa kaset [Katell] d'al lec'h ordrenet evit-se ez c'horroas he daoulagad entreze ha 'n neñv oz ober orezon da gehelañ Doue en ur lavaret : O ! Jezuz gwir roue, enor ha gloar ar gwerc'hezed hag [e]sperañs ha salud ar gristenien.

1576
Référence : Cath p23-24

Inkontinant, Porfirius en em brezantas dirazañ en ul lavaret[ : «] Me am eus sebeliet korf ar rouanez, gwir servijerez da Jezuz-Krist hag am eus recevet ar feiz a Jezuz-Krist[. »]

1576
Référence : Cath p22

9. Neuze ar roue a lavaras dezhi [: «] Mard eo gwir evel maz leverez, ar bed-holl a fazi hag a zo en error, ha te hepmuiken a lavar hag ah eus an wirionez[. »]

1576
Référence : Cath p9-10

Itron-Varia wir sikour

1581
Référence : ISYK.I p113

M. Na pe evit tra c'hoazh ? D. Palamour maz ro hon salver binniget kalz a vadaoù hag a c'hrasoù en vertuz a'n sin-mañ pa en grer gant un gwir feiz.

1622
Référence : Do. p8

Petra a dle ur gwir Gristen da ober bemdez pan sav [ag] e wele ?

1622
Référence : Do. p50

M. Petra a gredit-hu someramant eus hon Aotrou Jezuz Krist ? D. Me gred ez eo mab da Doue an Tad, ken puisant, ken gouiziek, ken mat hag an tad, hag ez eo en em graet den evidomp-ni e kof ar Werc'hez glorius Mari hag evel-henn ez eo gwir Doue ha gwir den.

1622
Référence : Do. p14

Mari, mestrez ar gwerc'hezed, Pa zeuy ar marv, zo garv-meurbet, Gant daeloù, kañvoù, em c'haouded, c'hwi ouzh Jezuz ma eskuzit. Grit din plaen dougen testeni A'r poanioù, allas, ha'r c'hastiz En devoe Doue, hor gwir Roue-ni, Hag a'r glac'har e kalvari. Grit din, Mari, Dre ar goulioù a eure outraj an tachoù, Na zeuy a ziwezh da zeroù, Nepred drougspered d'hor metoù.

1622
Référence : Do. p63

hervez gwir

1659
Référence : LDJM.1 raisonnablement

pe eñ zo gwir pe eñ zo gaou

1659
Référence : LDJM.1 pg soit (vray soit faux)

bezet gwir bezet faos

1659
Référence : LDJM.1 pg soit (vray soit faux)

gant gwir mat

1659
Référence : LDJM.1 pg (a bon) droict

kuitaat e wir

1659
Référence : LDJM.1 pg (quitter son) droict

gwir

1659
Référence : LDJM.1 pg iuste, loyal, vray, veritable

M. Petra a gredit-hu sommeramant eus hon Aotrou Jezus-Krist? D. Me gred ez eo Mab da Zoue an Tad Hollgalloudek ker gouiziek ha ker mat hag an Tad ; en deus en em graet den evidomp e kof ar Werc'hez glorius Vari, hag evel-henn ez eo gwir Doue ha gwir den.

1677
Référence : Do. p15

Un Doue hepken a adori hag a wir galon a giri ; / Hanv Doue e ven ne doui ket, / Nag ivez netra hevelep.

1677
Référence : Do. p27

14. C'hoant am eus, gwir vamm a druez, / Chom geneoc'h a-hed ma buhez, / E-harz ar Groaz sakr, ma Salver, / A gontemplin e pep amzer.

1677
Référence : Do. p68

evit guïr

1732
Référence : GReg pg (à) dire (le vrai), effectivement

azeuliñ ar gwir Doue pe an idoloù

1732
Référence : GReg pg adorer

a wir galon

1732
Référence : GReg pg (bon) coeur

dre vilitoù Jezus K. ez omp graet bugale da Zoue; hon eus gwir war rouantelezh an eñv

1732
Référence : GReg pg adopter

ur gwir fripon

1732
Référence : GReg pg (un fripon declaré)

ar roue gwir gristen

1732
Référence : GReg pg (le Roi très) Chrétien (le Roi de France)

e gwir gristen

1732
Référence : GReg pg chretiennement

evel ur gwir grichen

1732
Référence : GReg pg chretiennement

heñvel ouc'h gwir

1732
Référence : GReg pg coloré, (apparent)

ur gwir friponer

1732
Référence : GReg pg (un fripon declaré)

gwir vugale an Iliz

1732
Référence : GReg pg (les) enfans (de l'Eglise)

evit gwir

1732
Référence : GReg pg a, (de) fait (en effet), fond (Au fond, en effet, d'ailleurs.)

gwir

1732
Référence : GReg pg a

ober da ur re dioueriñ e wir

1732
Référence : GReg pg frustrer

ur gwir gadalez

1732
Référence : GReg pg franc (Une franche coquette.)

Ur gwir gristen a zoug doujañs ha karantez da Zoue, evel ur mab mat d'e dad ; ur falskristen en douch hep e garet, evel a ra ur servijer fall en andred e vestr.

1732
Référence : GReg pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien, & une servile se trouve dans les méchans.)

Ar gwir gristen a dle kaout un doujañs a vab evit Doue, e-keit n'en deus ar falskristen nemed un doujañs a sklav evitañ.

1732
Référence : GReg pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien , & une servile se trouve dans les méchans.)

hag evit gwir

1732
Référence : GReg pg (et de) fait

Ur gwir gristen a dle evel an Abostol Sant Paol, lakaat e holl c'hloar hag e holl joa o soufr evit Jezuz-Krist.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Un véritable Chrétien ne doit se glorifier que dans la Croix de Jesus-Christ, comme l'Apôtre S. Paul.)

Ur gwir gristen ne dle lakaat e enor hag e c'hloar nemet e kroaz hon salver.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Un véritable Chrétien ne doit se glorifier que dans la Croix de Jesus-Christ, comme l'Apôtre S. Paul.)

N’eo ket gwir ar pezh a livirit.

1850
Référence : GON.II p.88, livre second, « Ce que vous dites n’est pas vrai ».

Ha ni a lavarfe an dra-se, ma ne ve ket gwir ?

1850
Référence : GON.II p.86, livre second, « Dirions-nous cela si ce n'était pas vrai ? ».

forn wir

1850
Référence : GON.II.HV pg forn-voutin et forn-wir (Voyez "forn-aotrou").

gwir

1850
Référence : GON.II pg gwîr (Vrai. Véritable. Réel), gwiria, gwirionez

Gwir eo ar pezh a lavaran deoc'h.

1850
Référence : GON.II pg gwîr (Ce que je vous dis est vrai, véritable).

evit gwir

1850
Référence : GON.II pg gwîr (à dire le vrai).

gwir-varner

1850
Référence : GON.II.HV pg gwîr (-varner)

Gwir laeron int.

1850
Référence : GON.II p.63

gwir

1850
Référence : GON.II p.13, introduction, "vrai".

evit gwir

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions composées, "à la vérité, en effet".

Div goulm en em gare gant ur wir garantez. Unan anezho un dervezh, enoeet en he c'hêr, a lakeas en he fenn, ur pennig skañv-meurbet, mont da foetañ broioù.

1867
Référence : MGK p17

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo ; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent ; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll ! "

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

gwir eo en deus bet da gelenner ur mailh en e vicher

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

— « C'hoantek eo da galon, ha da gorf maget mat, / A zo kre ha nerzhus. Hama, va mab, selaou : / Ar gwellañ hent a zo da zastum gwir vadoù, / Da vezañ brudet-kaer zo poaniañ, labourat ; / Hep ober droug morse, atav ober ar mad. »

1867
Référence : MGK p144

— Setu aze peadra da goll ar penn, evit gwir ! Nec’h eus nemet ober un toullig aze e-kreiz ar c’holo, me a raio un all en da gichen ; goude-se e chachimp ur guchenn-all a golo warnomp hag e kouskimp c’hwek ac’hann da warc’hoazh vintin.

1877
Référence : EKG.I. p.73

Poanius 'oa an traoù-mañ evit an dud a-dro-war-dro, evit gwir ; mes daoust ha ne c’hell ket Doue hon hanterflastrañ, mar kar, evit hon distreiñ outañ ?

1877
Référence : EKG.I. p.36

Pehini eus an div istor-se eo an hini wir ? N'ouzon ket : Kastelliz a gont anezho o-div.

1877
Référence : EKG.I. p.15

O welet kement-se, ha skuizh o c’hedal, me 'gred (ne gav ket din e vije dre vezh e vije bet, avat, rak an neb a nac’h e relijion hag e Zoue, n’en deus mezh dirak netra), ar person "intru" a lavaras da gabiten ar soudarded e oa gwell dezho lezer an oferenn a-gostez ha mont d’an ti-kêr evit lakaat war baper e oa eñ gwir berson Plougerne.

1877
Référence : EKG.I. p.231-232

Yann ar Mest n’oa ket evit chom e peoc’h er gêr, re nec’het e oa ; re a c’hoant en doa da c’houzout petra a yoa c’hoarvezet gant e vignon Paol Inizan ; marteze edod war-c’hed anezhañ e Lanzeon zoken, rak pa vezer e poan eo e c’hortozer ar gwir vignon.

1878
Référence : EKG.II p.60

Me, an Aotrou Gall, gwir berson Plouenan, hag an Aotrou Koarigou, beleg kozh leanezed kouent Santez-Ursula, e Kastell.

1878
Référence : EKG.II p.166

Evit gwir, n’oant ket Priñsezed ha ne risklent ket o buhez evit ur Roue hag ur Rouanez ; mes ker c’hwek eo o buhez da ziv blac’h paour a Vreizh-Izel evel ma’z eo da ur Briñsez eus a Bariz, ha ken talvoudus e tle ar galon hag ar garantez a ziskouezer e-keñver ul labourer diwar ar maez, evel e-keñver ur Roue bras war e dron.

1878
Référence : EKG.II p.74

Evelato e klaskas en em zerc’hel eeun ha sonn war e dreid, evel ur soudard kaloneg a ya da vervel hag en deus c’hoant da ober fae war ar marv, evel ma tere ouc’h [ouzh] ur gwir soudard.

1878
Référence : EKG.II p.94

Ya ! Perag e teujen d'he dilezel [ar gelaouenn], pa na goust ket ker, ha pa eo gwir e ro din da c'hoût, ha mat ha fall ar pezh a dremen en hon bro ?

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

An Arc'hdrouiz, anvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammenn an holl C'horseddoù) a zo rener evit gwir war holl C'horseddoù ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigezh dezhañ war bezh a sell ouzh ar Barzhaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddoù war hent ar glad varzhek da virviken.

1909
Référence : REZI p. 7

P’hel lavarfen e berr gomzoù, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemet ar perzhioù a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perzhioù a zo, en enep, uhel, neñvel, doueel, hag a zo ur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos.

1923
Référence : SKET p.100

Evit gwir, ma karfen menegiñ anv hag oberioù rouanez a bep dere, tudoù-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’un hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all [bennak] hec’h astennfe an doueed !

1923
Référence : SKET p.140 (p.199 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 140, linenn diwez[h]a[ñ], goude « pegeit-all » staga[ñ] « bennak »).

Ur gwir vor e zour disall eo a c’holoe holl gompezennad bro-Hongri.

1923
Référence : SKET p.42

Mard eo gwir, benniget ra vo Tad ar C’hanennoù-hud ha ra zeuio da ganañ d’ar vibien ha d’ar merc’hed, evel m’en deus kanet d’an Tad ha d’ar Vamm !

1923
Référence : SKET p.45

Hogen, evit gwir, en holl bobloù-se e tle bezañ lies-lies doare d’ar skoedoù.

1923
Référence : SKET p.78

En enep d’ar pezh a fell dezhañ lakaat da wir, keltiek e c’hall bezañ an anvioù-se.

1923
Référence : SKET p.129

Ur rod, evit gwir, en he sav e-kreiz ar vag, ha hi gwenn, ruz-livrin hag alaouret, leun a yaouankiz hag a gened, a wevnded hag a nerzh, ur marzh !

1924
Référence : SKET.II p.53-54

Peñse en devoa graet, en un tu bennak, war aodoù mor ar Su. Gwir ? gaou ? Den ne ouie.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.

1924
Référence : SKET.II p.31

Ma ! abaoe eo bet ar paotr anvet gant an holl Bilzig, e lesanv a deuas da vezañ e anv, ha nebeut a dud ar bourk a vije bet kat da reiñ dezhañ e wir anv : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), "a deuas da vea", reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ar brigadier a rae leoù-douedoù spontus, euzhus, p’eo gwir penaos he wreg war bep hini anezhe a rae sin ar groaz.

1925
Référence : BILZ2 p.159

Met gwir eo ar pezh a lavar ar re gozh : an traoù am eump bet darempredet a zalc’h un tamm eus hon buhez : o [d]ilezel a zo un dristidigezh.

1925
Référence : BILZ2 p.177

a wir galon

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (de bon coeur)

Moullerezh, 17 straed d'Algesiras. Pep gwir miret strizh

1929
Référence : SVBV p3

gwir

1931
Référence : VALL pg authentique

degas da wir

1931
Référence : VALL pg avancer

derc'hel da wir

1931
Référence : VALL pg affirmer

gwir drenkenn

1931
Référence : VALL pg acide (oxacide)

gwir Vreizhad

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXIV

kemer da wir

1931
Référence : VALL pg adopter (une idée)

digemerout da wir

1931
Référence : VALL pg admettre (comme vrai), adopter (une idée)

reiñ da wir

1931
Référence : VALL pg avancer

reiñ da wir

1931
Référence : VALL pg affirmer, assurer

lakaat da wir

1931
Référence : VALL pg admettre (comme vrai)

hanter wir

1931
Référence : VALL pg assez

evit gwir

1931
Référence : VALL pg assurément

Goustatoc'h eget ar re gentañ e tiskennont c'hoazh (4,83% well-wazh), ha n'eo ket souezhus, pa 'z eo gwir n'eo ket ken pign amañ torrod-meur an Douar-Bras hag e-tal aodoù atlantek ar Stadoù-Unanet (daoust d'ar pezh a soñjer peurliesañ).

1943
Référence : TNKN p61

« Da c’hortoz ma vo gouezet pe wir pe faos eo ar c’heloù trist-se, evomp ur chopinad, ha yec’hed d’ar re vev ! »

1944
Référence : ATST p.16

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Référence : EURW.1 p5

Gwir eo en doa tost da 80 vloaz d’an ampoent.

1944
Référence : EURW.1 p.188

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Evit gwir, ma c'halon a oa nec'het gant ar cheñchamant.

1944
Référence : EURW.1 p47

An neb a ya re vuhan e deod en dro [en-dro], a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.

1944
Référence : ATST p.9

Re wir, siwazh ! O ! amañ eo ken trist chom unan e-unan !

1944
Référence : ATST p.41

Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.

1944
Référence : ATST p.43

Peogwir e lavar an holl emañ eno, eno emañ sur ; n’eus netra gwiroc’h.

1944
Référence : ATST p.44

Hag an dra-se a oa gwir, gwiroc’h eget gwir, rak klevet e oa bet, e-pad an noz, youc’hadennoù mantrus, spontus, ha den ebet war an douar ne c’halle youc’hal en doare-se.

1944
Référence : ATST p.80

Ha pediñ a rin evidoc'h a wir galon.

1949
Référence : SIZH p.51

Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...

1949
Référence : SIZH p.41

- Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni. Va devezh diwezhañ eo diskenn en iliz. Bez [sic] ar vadelezh da vont, fenozh [sic, fenoz], em flas, d'ober un taol-skub d'an chantele, ha da ziboultrennañ an aoterioù ! - A wir galon vat ! Mont a rin, sur...

1949
Référence : SIZH p.62

- C'hwi ivez, breur Alano, a gav on bet brell ha droch dec'h da noz : n'eo ket gwir ?

1949
Référence : SIZH p.62

- Setu, gwir ? N'ouzez ket petra eo ar Garantez ?... Ar Garantez a zo mezevennusañ, diharzusañ prof a voe roet d'ar gristenien gant an Aotrou Doue.

1949
Référence : SIZH p.57

E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.

1949
Référence : SIZH p.52

Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.

1960
Référence : PETO p35

Kent eo kiriek ar gredenn drist / Diwar-benn beli Vikel Krist / Ma kav n'eo mui ma c'hredenn reizh / Hag e trubardan ar wir Feiz.

1960
Référence : PETO p31

Gwir veleg eo, hervez a lâr !

1960
Référence : PETO p80

O ! Dasprener an Denelezh, / Da ganmeuliñ Ho madelezh / Roit din ar silvidigezh / Hag ar wir laouenidigezh.

1960
Référence : PETO p53

Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Ur ger, avat, diwar ma fed, / A lârin daoust ha ma 'z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guzh / Pa gerzh an amzer ha pa uz.

1960
Référence : PETO p59

Evel ma n'em eus ket bet va-unan tu da dremen dre vMonrovia, n'oufen ket lavarout ha gwir e c'hell bezañ ar sorc'henn-se.

1985
Référence : DGBD p18

En abeg da se eo e veze kavet, en amzer-se, gwir goñversanted hag a c'houneze o buhez en ur werzhañ labourerien d'an droc'herien.

1985
Référence : DGBD p44

Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

"Gwir eo, met sentus-holl e ersavont," eme Likomitrou o tont er gaoz.

2015
Référence : EHPEA p26

Ar raksant am boa zo deuet da wir a-benn ar fin.

2015
Référence : EHPEA p46

En lavarout a ran deoc'h a wir galon.

2015
Référence : EHPEA p359

Eo, re wir eo, emezi.

2023
Référence : DREAM p. 14

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux