1. Stad an aergelc'h en ul lec'h, e-keñver ar santadur dangorel a dommder er c'horf, a vuzulier ent ergorel gant ur gwrezverker.
Skeul Celsius ar gwrezverkoù. Ur benveg da anavezout ar gwrezverk.
2. Derez-gwrez ur c'horf bnk.
Gwrezverk ur gibad dour. Doare un aezhenn a vez anavezet dre he gwrezverk, he gwask hag he ec'honad.
3. (db. an dud, al loened)
Derez-gwrez ar c'horf.
E-tro 37°C emañ gwrezverk reol an den. Heñvel e chom gwrezverk ar glazard ouzh hini an aer en-dro dezhañ.