Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Lakaat had war an douar pe en douar labouret e doare ma c'hallfent kellidañ. Hadañ ed en ur park. Hadañ ur c'hreunenn. Hadañ tanav, hadañ rouez, hadañ stank. Hadañ a-rizennoù, e renkennadoù. & Hadañ a-zorn-nij : o teuler an had er vann gant an dorn. 2. Trl. skeud. (db. an dud) Hadañ karotez : krenañ dibaouez evel ur c'hozhiad. & Hadañ bleuñv skav* en ur park dourek. & Hadañ kerc'h* e park ub. & Hadañ perlez* e-touez ar mez moc'h. 3. Dre skeud. Ober tra pe dra, en em ren e doare ma teu gwered pe wered diwar e oberoù, e emzalc'h. Hadañ gevier e-touez an dud. & Hadañ greun, danvez : prientiñ kaout. Hadañ greun terzhienn. Hadañ danvez keuz. & Dre verr. Hadañ kerse : ober diouzh kaout kerse diwezhatoc'h. B. (db. an tachennoù douar) Degas greun, had en un dachenn. Hadañ daou zevezh-arat dindan winizh. Hadañ ur pezh douar. II. Impl. da ak. An hadañ : an haderezh. Amzer an hadañ. An hadañ gwinizh.

Exemples historiques : 
35
Masquer la liste des exemples

hadan

1499
Référence : LVBCA p94 ('semer')

hadañ

1499
Référence : LVBCA p94 (semer)

hadañ

1659
Référence : LDJM.1 pg ensemencer, semer

mare da hadañ

1659
Référence : LDJM.1 pg semaison

hadet

1732
Référence : GReg pg ensemencer

hadañ ur pezh douar

1732
Référence : GReg pg emblaver (ensemencer une terre)

hadañ ed en ur pezh douar

1732
Référence : GReg pg emblaver (ensemencer une terre)

hadañ

1732
Référence : GReg pg ensemencer

lakaat ur pezh douar dindan ed

1732
Référence : GReg pg emblaver (ensemencer une terre)

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa vezent bet hadet

1732
Référence : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

hadañ

1850
Référence : GON.II pg ada

hadañ

1850
Référence : GON.II pg hada

hadet

1850
Référence : GON.II pg hada

hadet hoc'h eus-hu ar c'herc'h ?

1850
Référence : GON.II pg hada

N'eo mat tamall atav, evel a reer amañ, / An holl merc'hed yaouank da vezañ re figus ; / O c'halon zo tener, mat ha karantezus ; / O spered a zo lemm hag a gav euzh bremañ, / Dre ma taolont evezh ouzh tud yaouank ar bed, / Ez eo hadet dibaot ar re fur anezho.

1867
Référence : MGK p57-58

Un deiz, un deiz da zont, siwazh ! Tostaat a ra, ar greun a had aze, a ziwano, 'gresko, ma na daolit evezh, d'ar bern holl ho kaso.

1867
Référence : MGK p14

Er mare ma hader ar c'hanab er maezioù, e welas un tieg o c'holeiñ ervennoù.

1867
Référence : MGK p13

Ya, a-walc’h e oa un den fall er c’hiz-se en ur barrez, hag e vije bet ur c’hikon e vije zoken, evit hadañ an tan war e lerc’h ha lakaat pep tra en diroll.

1877
Référence : EKG.I. p.238

C’hoant am eus da labourat un tamm douar ha da hadañ ennañ greun evit kaout bara da zibriñ en hañv a zeu, mar plij gant Doue ; ha ma na blij ket gantañ e chomfen e buhez e Sant-A[l]bin, ra vezo graet er memes tra e volontez, ez in d’an eñv da gaout va c’henvreudeur.

1877
Référence : EKG.I. p.50-51

Men [sic] eo, o tont d'ar gêr, goude hadañ fosfat kaoc'h-houarn war un dachenn dirien am eus er Park kamm, me eo am boa difretet ar seier adarre , 'n ur dremen ; hag ar poultr dioute 'n eus groet d'ar geot kreskiñ evel ma welez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

En Europ kreiz kêriadennoù-war-zour ; hadañ lin, mell, edeier ; desevel kon, ejened, givri.

1923
Référence : SKET p.143

Ar c’hoad a bourveze d’o holl ezhommoù, rak, hervez m’hen lavar kanennoù ar Senoned hag an danevelloù all, neuze an den ne hade ket douar ha dizoñv c’hoazh e kantree al loened-chatal.

1923
Référence : SKET p.49

En amzer ma komzan, war am eus klevet gant Volked an Arkunia, ec’h are, ec’h ogede, e hade hag ec’h eoste an arc’houereed a-unan gant mibien ha merc’hed Manos.

1923
Référence : SKET p.75

Hadet tro-dro direizh ha revin, e tec’hjont kuit hep lezel roudenn war o lerc’h !

1923
Référence : SKET p.77

Diwar se e nac’has o armoù hag o binvioù sentiñ ken ouzh mibien Vanos ; sevel ha mont d’o c’herc’hat a rankjont ; an arc’houereed a baouezas a bigellat, a hadañ, a vediñ evito.

1923
Référence : SKET p.76

E bark a zigoras ha gwinizh a hadas ennañ.

1924
Référence : SKET.II p.23

Ya sur, an hini an devoa hadet pe blantet ar wezenn dilh-se, hep douetañs ebet, ac’h aio, ma n’emañ, war-eeun d’ar Baradoz.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

hadet

1927
Référence : Geri.Ern pg a

hadañ

1927
Référence : Geri.Ern pg a

hadañ

1927
Référence : Geri.Ern pg a

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Référence : EURW.1 p32

...Peogwir out gouest da hadañ ar vuhez e korf da barez. - Da heul un darempred hudur, Doue ra viro ! - Hudur ?... Un anv gwall-zivalav, « amigo », d'ur briatad trelatus, mar bez.

1949
Référence : SIZH p.57

Un intañvez, 'barzh pell, hag he emzivaded / A ouelo en abeg d'ar reuz hoc'h eus hadet.

1960
Référence : PETO p48

Un nebeud plant Arachis a vez hadet peurvuiañ e pep ke[ê]riadenn er Gabon, n'eo ket evit tennañ eoul diouto, met evit debriñ e-giz frouezh rostet.

1985
Référence : DGBD p41

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Référence : DISENT p57-58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux