1. Ger a dalvez da bouezañ war pad un hañv.
Tremen an hañvezh er menezioù.
&
Trl., dre verr.
Hañvezh heverk.
Evit ar bloaz ez eus bet un hañvezh : fall-tre pe brav-tre.
2. Kementad a zegouezh gant pad un hañv.
&
Dre verr.
Hañvezhiad labour.
Mont a rae ar vezhinaerien d'ober o hañvezh en enez.
HS. hañvad.
3. Hañv.
Meur a dra a oa c'hoarvezet en hañvezh-se.
Ne dremen ket a hañvezh, ne da hebiou goañvezh ebet hep na ve c’hwezhet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegezh, gwarizi, droukrañs, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preizh ha d’ar pennoù troc’het.
Ne dremen ket a hanvez, ne da ebiou goanvez ebet hep na ve c’houezet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegez, gwarizi, droukrans, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preiz ha d’ar pennou trouc’het.
1923
Référence :
SKET
p.20
Un hañvezh, marc’heg Kervarker, an aotrou Leskorr, a deuas da chom gant e vamm, da vaner kozh Kervarker.
Eun hanvez, marc’heg Kervarker, an ôtrou Leskorr, a deuas da chom gant e vamm, da vaner koz Kervarker.
1925
Référence :
BILZ2
p.152
40. UN HAÑVEZH KAER : KROUIDIGEZH TI KANIRI BREIZH HA SKOL VEUR AR VARZHED.
40. EUN HANVEZ KAER : KROUIDIGEZ TI KANIRI BREIZ HA SKOL VEUR AR VARZED.