Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ger a dalvez da bouezañ war pad un hañv. Tremen an hañvezh er menezioù. & Trl., dre verr. Hañvezh heverk. Evit ar bloaz ez eus bet un hañvezh : fall-tre pe brav-tre. 2. Kementad a zegouezh gant pad un hañv. & Dre verr. Hañvezhiad labour. Mont a rae ar vezhinaerien d'ober o hañvezh en enez. HS. hañvad. 3. Hañv. Meur a dra a oa c'hoarvezet en hañvezh-se.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne dremen ket a hañvezh, ne da hebiou goañvezh ebet hep na ve c’hwezhet tan ar brezel e lec’h pe lec’h eus ar vro dre uhelegezh, gwarizi, droukrañs, orged, c’hoant d’ar brud, d’ar preizh ha d’ar pennoù troc’het.

1923
Daveenn : SKET p.20

Un hañvezh, marc’heg Kervarker, an aotrou Leskorr, a deuas da chom gant e vamm, da vaner kozh Kervarker.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

40. UN HAÑVEZH KAER : KROUIDIGEZH TI KANIRI BREIZH HA SKOL VEUR AR VARZHED.

1944
Daveenn : EURW.1 p.157

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial