1. Dezhañ nerzh-kalon.
Un den hardizh. Hardishoc'h out bet eget na voe biskoazh dorn Tristan.
HS. dispont, dizaon, kalonek.
2. Dre ast.
Dichek.
Bugale hardizh. Honnezh zo ur plac'h hardizh.
3. Trl.
Bezañ hardizh ouzh ub. : mont didro outañ, bezañ en e aez gantañ.
Me zo hardizh ouzh an dud-se.
Ne gredan ket e ve bet ar chouanted hardizh a-walc’h evit chom betek sav-heol e bourk Plouared, rak soudarded a c’hell en em gaout eno warno a bep tu.
Ne gredan ket e ve bet ar chouanted hardiz avoualac’h evit chomm betek sao-heol e bourk Plouaret, rak soudardet a c’hell en em gaout eno varnho a bep tu.
1877
Référence :
EKG.I.
p.130
— Nann, eme an hini a yoa e penn ar vandenn, hag en doa an aer da vezañ hardishoc’h eget ar re all, chomit amañ prest da dennañ e ken kaz ma teufe unan bennak er-maez.
— Nann, eme an hini a ioa e penn ar vanden, hag en doa an ear da veza hardisoc’h eget ar re-all, chommit aman prest da denna e ken kaz ma teufe unan bennag er meaz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.37
hardizh
hárdiz
1909
Référence :
BROU
p. 250 (hardi : hárdiz. On emploi hardi, adverbialement pour signifier beaucoup)
Daou, ar re hardishañ, Jojo hag ar Paotr-ruz, a grapas er wezenn, darn abafoc’h, finoc’h marteze, a guntuilhe hag a zebre spezard, kastrilhez da c’hortoz ar per ; darn all gant ar merc’hed a azezas war ar voger.
Daou, ar re hardian, Jojo hag ar Pôtr-ru, a grapas er ween, darn abafoc’h, finoc’h marteze, a guntuilhe hag a zebre spezard, kastrilhez da c’hortoz ar per ; darn all gant ar merc’hed a azeas war ar voger.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)
hardizh
hardiz
1931
Référence :
VALL
pg audacieux
Cavalier a roas ur gador din en e gichen, sed ma oan hardishoc'h ; met ma fri ne save ket nemeur diwar ma flad, gant ma santen daoulagad an holl o parañ warnon, hag ar c'hoant gouzout amploc'h diwar doare an « hini nevez ».
Cavalier a roas eur gador d'in en e gichen, sed ma oan hardisoc'h ; met ma fri ne save ket nemeur diwar ma flad, gant ma santen daoulagad an holl o para warnoun, hag ar c'hoant gouzout amploc'h diwar doare an « hini nevez ».
1944
Référence :
EURW.1
p82
'[H]ed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da gentañ, gant ober tammoù « komplimañchoù », hardishoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzhet ar gwer en ul lonkadenn gant ar madigoù[.]
'hed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da genta, gant ober tammou « komplimañchou », hardisoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzet ar gwer en eul lonkadenn gant ar madigou ;