Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. HARPAÑ UDB. OUZH, EN UDB. ALL : lakaat udb. ouzh udb. all a-benn ma sammfe hemañ e bouez pe darn eus e bouez, evit ma ne gouezhfe ket an dra-se. Harp ar vazh-se ouzh an nor. Harpañ a reas e benn er wezenn, ouzh ar voger. 2. Lakaat udb. stok ouzh udb. all. Ret e vo harpañ ur forc'hig er blantenn-mañ ma chomo en he sav. 3. Diren. HARPAÑ UB., UDB. : sammañ e bouez, darn eus e bouez, skorañ, delc'her sonn. Harpañ ar bern plouz gant ur peul. Harpañ e elgezh gant e zorn. Harpañ a raen anezhi war-bouez he gouriz. 4. Herzel udb. da fiñval, da loc'hañ war-bouez ur skor, ur skoilh. Un tamm koad da harpañ ar c'harr. Kerzh da harpañ an nor. & Dre ast. Lakaat da sac'hañ. N'eo ket brav harpañ an heskenn. B. Dre skeud. 1. Skoazellañ, kennerzhañ, frealziñ ub. Ar c'hanaouennoù a harpe an dud en o labour. Ar mab yaouankañ a harpe e dad en e gozhni. 2. Difenn. Pa glasker he diskar e kaver tud da harpañ o bro. 3. Kadarnaat, startaat udb. Ret eo din kaout prouennoù all da harpañ ma dizoloadenn. II. V.k.d. 1. HARPAÑ OUZH, WAR UB., UDB. : kaout harp warnañ. Harpañ warnoc'h a rankan. Kement a boan he doa ma ne c 'halle ket harpañ ouzh he fenngwele. & (db. an traoù) An treust-se a harp war ar voger. 2. HARPAÑ OUZH, A-ENEP UB., UDB. : herzel, talañ outañ. Ret eo bezañ kreñv evit harpañ ouzh ar remed-se. An dud kalonek o deus harpet a-enep an enebour. An den-se ne harp netra outañ. [1877] Canclaux a yoa ive ’ta war-c’hed eus ar Prad ; hag ouc’hpenn m’en doa aon rakomp-ni, ha ma kave gwelloc’h en em gannañ ganeomp war ar maez eget e kêr, abalamour m’en doa kanolioù, e teue d’hen diambroug, gant aon n’en divije ket gellet e-unan harpañ ouzhomp. HS. harzañ. III. V.g. Chom a-sav, ehanañ. An tren a harp en ti-gar. Poent eo harpañ ur pennadig. HS. arsaviñ, harzañ, skoilhañ IV. V. em. 1. EN EM HARPAÑ WAR UB., UDB. : kaout harp warnañ. En em harpañ war ur vazh. & Trl. skeud. [1732] En em harpañ war ur blouzenn : lakaat kred en un dra bennak faos, laosk pe n'eo ket soliet a-walc'h. [1877] hag ur vazh haleg, rostet he beg gant an tan, en dorn all evit en em harpañ. 2. Dre skeud. Bezañ diazezet war udb. Ar gevredigezh-se en em harpe war ur framm estren.

Exemples historiques : 
53
Masquer la liste des exemples

harpañ

1659
Référence : LDJM.1 pg apuyer, soustenir

harpet war e ilinoù

1699
Référence : Har. pg e, harpet, ilin (appuié sur ses coudes, accoudé)

en em harpañ war ur blouzenn

1732
Référence : GReg pg (s')appuier

em harpet

1732
Référence : GReg pg (s')appuier

en em harpañ war ur vazh

1732
Référence : GReg pg (s')appuier

en em harpet

1732
Référence : GReg pg (s')appuier

harpañ gwini dre didan, a-zindan

1732
Référence : GReg pg échalasser (ficher des échalas dans la vigne)

harpañ gwini

1732
Référence : GReg pg échalasser (ficher des échalas dans la vigne)

an treust-se a harp ouzh ma moger

1732
Référence : GReg pg appuier

harpañ

1732
Référence : GReg pg appuier

harpañ e gein ouc'h un dra

1732
Référence : GReg pg adosser

harpet

1732
Référence : GReg pg adosser, appuier

harpiñ

1732
Référence : GReg pg adosser, appuier

en em harpañ

1732
Référence : GReg pg (s')appuier

harpit ac'hanon, pe e kouezhin

1850
Référence : GON.II pg harpa

perak n'oc'h eus ket-hu harpet oud [ouzh] e zilamm ?

1850
Référence : GON.II pg dilamm

harpañ

1850
Référence : GON.II pg harpa, skoazia

harpet

1850
Référence : GON.II pg harpa

an treust-se a harp ouzh va moger

1850
Référence : GON.II pg harpa

en em harpañ

1850
Référence : GON.II pg harpa

perak n'en em haprit ket-hu war va brec'h ?

1850
Référence : GON.II pg harpa

En em harpit war ho pazh.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Appuyez-vous sur votre bâton".

Noemi ‘ta o welout penaos he doa Ruth lakaet en he fenn mont d’he heul, ne harpas ken outi, ha ne he alias ken da zistreiñ etrezek he zud.

1850
Référence : GON.II.HV p.100, Buez Ruth.

« 'Velato e pedin, eus a greiz va c'halon, / 'Vit ma teui an eñv da harpañ ac'hanoc'h / Ha da reiñ deoc'h ar peoc'h. — »

1867
Référence : MGK p117

Ha den ker paour hag eñ a harp e droad er bed ? / Alies hep tamm bara, hep liard bemdez-c'houloù, / E c'hwreg, e vugale, soudarded ha gwiroù, / Kredourien hag aner / A ra d'ar reuzeudig koll e benn, en ur ger.

1867
Référence : MGK p68

— « Mont a raent, emezo, / Da glask pell ac'hano / Razhed all d'o harpañ a-enep ar c'hizhier. »

1867
Référence : MGK p117

Da neb en deus ezhomm, roomp an aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beus netra, laoskomp da vihanañ / E gi gant ar c'haezh dall n'en deus dorn d'e renañ, / E flac'h gant an den kozh da vale dre ar vro, / Da vont, harpet warni, dre al lec'h ma karo !

1867
Référence : MGK p120

En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.

1867
Référence : MGK p21

Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?

1867
Référence : MGK p141-142

Canclaux a yoa ive ’ta war-c’hed eus ar Prad ; hag ouc’hpenn m’en doa aon rakomp-ni, ha ma kave gwelloc’h en em gannañ ganeomp war ar maez eget e kêr, abalamour m’en doa kanolioù, e teue d’hen diambroug, gant aon n’en divije ket gellet e-unan harpañ ouzhomp.

1877
Référence : EKG.I. p.284

Goude bezañ bet o klask krog war-dro bourk Lokrist, edont erru da Gonk pa weljont en o raok, war an hent, ur vaouez kozh, ganti e fod trutell en un dorn, hag ur vazh haleg, rostet he beg gant an tan, en dorn all evit en em harpañ.

1877
Référence : EKG.I. p.193

Hag ec’h harpas e benn ouc’h ar voger o c’hedal an taol diwezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.126

Korf an den n'eo ket evit harpañ alies keit hag e youl ; ezhomm hoc’h eus, kerkoulz ha me, hen anzav a ran hep mezh evidon, eus a un tamm bennak d’en em greñvaat.

1878
Référence : EKG.II p.3

Ar paour-kaezh ki ! Kerkent ha m’en em gavas ganen, e chomas ur pennad a-sav da sellet ouzhin. Ne zaleas da anaout, me ’gred, evitañ da vezañ ki, e oan ur c’hristen mat, disheñvel dioc’h ar soudarded, rak dont a reas d’am c’haout hag harpañ a reas e fri ouc’h va stomok.

1878
Référence : EKG.II p.28

Pa en em gavis dirak Maner al Liorzhoù, e oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gav din. A-raok diskenn eus ar park en hent, ec’h en em harpis ouc’h ar c’hleuz a-zindan ur skourr lann ; chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.

1878
Référence : EKG.II p.38

‘Vel ma lâre Gwennael warlene, goude ma oa bet savet skol vrezhonek Sant-Charlez. Gras de[zhe], goude be[z]añ bet kelennet ken mat, da c‘hallout, un de[iz], difenn ha harpañ : Doue, ar Vro hag he yezh.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.2

harpañ

1909
Référence : BROU p. 251 (se dit surtout pour les bêtes qui refusent d'avancer)

Aspedet gantañ e zoueed d’e wareziñ ha d’e harpañ, e teuas dezhañ herded a-walc’h ma klaskas stekiñ outo ; hogen ne stardas e zorn nemet ar goullo.

1923
Référence : SKET p.115

Braster o feiz en doueed ha nerzh o glanded, setu an daou skor m’en em harpe warno mibien Vanos d’o c’has da benn.

1923
Référence : SKET p.76

En tiez kelc’hiek e veze, da harpañ framm an doenn, ur peul a save e-kreiz an ti ha, dre-se, tostik d’an oaled.

1924
Référence : SKET.II p.35

Fall eo ar stumm-ober-se pa garfe harpañ ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouezh [?] an dlead.

1924
Référence : SKET.II p.20, notenn (1)

Gra diouzh en em harpañ warnout-te, ha neket war ar re-all, diouzh fiziout ez nerzh, ez strivoù da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).

1924
Référence : SKET.II p.31-32

Ankounac’h, bugelig Doue, pleg da ziwaskell, deus war va barlenn, harp da benn war va c’halon, deus ha me a gano dit.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

en em harpañ ouzh

1931
Référence : VALL pg (s')adosser (à)

da harpañ

1931
Référence : VALL pg (à l')appui (de)

en em harpañ war

1931
Référence : VALL pg (s')appuyer (& chercher un appui dans), autoriser

harpañ

1931
Référence : VALL pg appuyer

Mat a rit, paotr yaouank, labourat gant ho kenvreudeur, da reiñ ur sked nevez d’al lennegezh vroadel ; Doue d’ho harpo.

1944
Référence : EURW.1 p.92

Harpañ a rejont dindan unan eus gwaregoù toull-didoull ar c'hloastr, nepell diouzh koloennoù ar gwenan.

1949
Référence : SIZH p.53

– Hag ar gwragez, pare dalc’hmat d’e harpañ… Ar gwragez a zo da zisfiziout, dreist-holl diouzh o mousc’hoarzh ha diouzh o doareoù seven…

1949
Référence : SIZH p.41

Diouzh ardoù kamm an Nasion, Harpit start hor Relijion; Da vezañ drastet ez eo boas, Met trec'h adarre 'vo arc'hoazh.

1960
Référence : PETO p19

Koll a rit evel-se aotrou ministr, ur soudard sentus met harpañ a rit ivez an denelezh war hent an araokaat en ul lakaat da dalvezout evidon al lezenn 71 424, eus an 10 a viz Even 1971.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 5

Anna a oa an hini nemeti ouzh ma harpañ pa oan o vevañ gant Tanos hag a zo al liamm nemetañ am eus gant ma buhez gwezhall.

2015
Référence : EHPEA p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux