Ur Santegad pe ur Roskoad bennak, a-wechoù, abalamour ma ne ouie ket en anaout, a roe dezhañ un tamm kozh botez-lêr bennak da wriat ha da aozañ, pa veze o vont a-biou da werzhañ, da Vontroulez, e artichaod, e ognon hag e gignen ; mes nebeut paeet e veze evit an tammoù labour dister-se, hag ar gwenneienn a c’helle da gaout ne badent ket pell.
Marc’heien vrezelgar an Draked, o dremm livet ha roudennet (3), a ziwalle glannoù al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogediñ hag oc’h en em strinkañ gant un trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennañ doue ar Gelted o tremen hebiou ken herrek hag ur saezh-wareg.
e-biou
Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou.
Ken teñval edo ar c'hogn m'edo daoulinet, ma voe darbet d'ar breur Arturo mont e-biou hep he gwelout.
Evit krennañ berr, ne voe ket roet e Brest nemeur amzer da Charlez Tremel ha da Janed Brenchereau d’en em dommañ an eil ouzh egile, met n’eus forzh, gwech ebet e-pad ar pevar ha daou-ugent vloaz aet e-biou – ul lajadig, kwita ? – n’am eus bet abeg da glemm diouzh an degouezh iskis a liammas da viken ur Breizhad hag ur « Rusianez » eus Rochefort-war-vor.