« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »
« [...] Me ’bari eo labous an Ankoù ! e-biou da Gervetouz eo tremenet, hag ac’hano en deus nijet war-du Karreg-al-Louarn. Ma n’eo ket aet da gerc’hat ar voereb kozh ? » — « E c’hallfe bezañ, Lom. »
Tremen a reas e-biou da di Job. Ober a reas e toull an nor : — « Ho ! ho ! »
Ar giz a oa da bediñ an tremeniad gwenn, n'eus forzh piv e ve, da zebriñ ganeoc'h, pa dremen e-biou ho ti, ho lochenn pe ho telt.
Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel.
Tremen a ra Koula hebiou din, sellout ouzh an div vaouez en o c'hadorioù-brec'h hag en em groaziañ.