Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. HED-DA-HED DA, GANT : eus an eil penn d'egile da. Kerzhet o doa hed-da-hed d'ar stêr. Eno e oa un alez, ur voger uhel hed-da-hed dezhi. Un hent hed-da-hed gant tor an dosenn. & (en amzer) Hed-da-hed d'hon deizioù. HS. penn-da-benn (da). II. Adv. A. (db. an egor, an amzer) War e hed. It gant ar wenodenn hed-da-hed. Chomet e oant e Karaez daou zevezh hed-da-hed. B. Dre skeud. 1. (db. an traoù, goude un ak.) En e bezh. Lennet en deus ma levr hed-da-hed. Dibluñvet e oa bet ar yar hed-da-hed. 2. (goude un ag.) A-grenn. Bez' e oant laouen hed-da-hed. HS. penn-da-benn.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

Pan lavarer an chapeled ez eo ret lavaret war pep unan a'n greun bras ar Pater noster hed-ha-hed, ha war pep unan a'n re vunut an Ave Maria tout antier ha war ar groaz[,] an Gredo.

1622
Référence : Do. p56

hed-ha-hed

1659
Référence : LDJM.1 pg het (ahet)

hed-da-hed

1732
Référence : GReg pg (depuis un) bout (jusqu'à l'autre)

hed-da-hed

1850
Référence : GON.II pg héd (-da-héd), hét (-a-hét)

hed-da-hed

1850
Référence : GON.II pg héd (-da-héd), hét (-a-hét)

'Velato hed-ha-hed daou, tri bloaz a dremen ; / Dont a ra da nec'hiñ, ne deu den d'he goulenn.

1867
Référence : MGK p56

Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !

1867
Référence : MGK p18

Lavaret a ra d'ar bobl digeriñ e spered, / Selaou an alioù mat, o heuliañ hed-da-hed ;

1867
Référence : MGK p1

Ma tisplegfen-me hed-ha-hed / Ar pezh a zo bet c'hoarvezet / Gant ar pevar-mañ, beb eil tro, / E ve din-me kalz re a dro.

1867
Référence : MGK p49

Ma n’on ket dibec’h hed-a-hed, n’em eus ket kennebeut kalz a draoù war va c’houstiañs.

1877
Référence : EKG.I. p.132

Pa glevas ar manac’h yaouank ar pezh a yoa c’hoarvezet gant e genvreudeur, e tirollas da ouelañ, hag, e-pad an noz hed-a-hed, ne ehanas da bediñ Doue evito.

1877
Référence : EKG.I. p.48

Paotred ha plac’hed yaouank, ar vouc’hal, ar goaf pe ar c’hleze en o daouarn, emgannañ kalonek a rejont skoaz-ouzh-skoaz, hed-ha-hed an hent.

1923
Référence : SKET p.139-140

Marvet Momoros, ar seizh mab hag an nav douaren ha daou-ugent anezhañ a astennas, a-ziwar-goust tir ar Skaled hag ar Sitoned, an douar perc’hennet gant poblad ar Marc’h hed-ha-hed da holl aod reterel lenn an Heol.

1923
Référence : SKET p.123

"Lation", aet d’an diverradur "lat" war deiziadur Coligny, a zo deut en iwerzhoneg da "laithe" hag a hañval bezañ bet evit an noz hag an deiz hed-ha-hed [...]."

1924
Référence : SKET.II p.23, notenn (1)

Ul lamm euzhus, un taol-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anezhi hed-ha-hed, a savas anezhi, ha, pa gouezhas, ur strak : ar wern d’an traoñ a-rez ar pont.

1925
Référence : BILZ2 p.172

En em gavet e-kichen un dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzhas eteit [hed-da-hed] ur voger uhel, kinviek ha kildroennet. En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras.

1929
Référence : SVBV p12

Savet e oa da solieroù uhelañ ar manati. Mont a rae hed-ha-hed gant steudad an trepasioù strizh, amsklaer ha dilevenez, davet skol an danvez-leaned, du-hont, ouzh tor ar menez.

1949
Référence : SIZH p.66

Ha troc'hañ a reas hent a rampadennoù bras davet an iliz, hed-ha-hed trepasioù hir louet ar manati.

1949
Référence : SIZH p.44

Gant an tiez savet evel c'hoarielloù war an draezheg, hed-ha-hed un hent simant.

1985
Référence : DGBD p27

Hed-ha-hed ar briefing-se e c'hall pep hini lâret ne gemero ket perzh, abalamour ne sav ket a-du gant an taol peotramant ne fell ket dezhañ sammañ ar riskloù disklêriet.

2015
Référence : DISENT p90-91

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux