I.
H.g.
1. (db. ar gwez, an traoù lusket gant an avel)
Obererezh hejañ (II).
Hej zo gant ar gwez. Pa vez re azv an ed, e kouezh buan ar greun gant an hej.
2. (db. an dud)
Birvilh.
Kalz a hej hag a brez zo amañ.
3. Trl.
Ober un tamm hej d'ub., d'udb. : e hejañ un tammig.
Ober un tamm hej d'e zilhad d'o diboultrennañ. Ober a reas un tamm hej d'e benn.
II.
G.
1. Gwechad hejañ (1).
Un hej penn.
2. Trl.
Ober un hej d'ub., d'udb : e hejañ.
Graet en deus un hej d'ar voutailh a-raok strinkañ e endalc'had war an dud.
&
Ober un hej d'e benn : ober ur sin gant e benn.
&
Ober un hej d'e skoaz, d'e zivskoaz : uhelaat e skoaz, e zivskoaz evit diskouez fae, dispriz pe zianaoudegezh.
Ober a reas egile un hej d'e skoaz. Ne gare ket nemeur e genvreur, abalamour d'e spered risigner.
1949
Référence :
SIZH
p.44
Ha c'hwi o tremen koulskoude, goude ober un hej mat d'ho pouzelloù; hag e kendalc'h ar c'harr gant e hent, ret dezhañ pignat bremañ en ur roc'hat mantrus.