I.
v.k.e.
A.
1. Lakaat ub., udb. da fiñval gant nerzh dre e gas a bep tu.
Hejañ a ra an avel skourroù ar gwez. E hejet am eus evit e zihuniñ. Hejañ e zivesker evit o divorzañ.
&
Hejañ-dihejañ : hejañ gant nerzh hag a bep tu.
&
(impl. da ak.)
Ober un hejañ da ub., udb. : e hejañ.
Graet en deus un hejañ d'ar re a oa en e enep.
HS. strilhañ.
2. Trl. skeud.
Hejañ per melen d'ub. : e fougasiñ.
&
Dre fent
Hejañ e c'hwen : dañsal.
B.
1. (db. an dud)
Hejañ e benn : e lakaat da fiñval evit reiñ da gompren udb.
Hejañ e benn a grec'h da draoñ evit reiñ da gompren ez asanter d'ar pezh zo bet lavaret.
&
Hejañ e zivskoaz : o lakaat da vont a draoñ da grec'h evit diskouez fae, dispriz pe zianaoudegezh.
2. (db. ar chas)
Hejañ e lost : fistoulat.
Ar c'hi a heje e lost.
C. Dre skeud.
1. Hejañ ub. : mont rust outañ.
&
Trl.
Hejañ e laou da ub. : krozal dezhañ.
2. Hejañ leziregezh ub. : e lakaat da labourat.
E labour a hejas hol leziregezh hag hor redias da strivañ.
II.
v.g.
Bezañ lusket rust pe rustoc'h eus an eil tu d'egile.
Hejañ a ra e gorf gant an difronkadennoù. An avel skañv a laka e vlev da hejañ war e dal.
III.
v. em.
EN EM HEJAÑ OUZH : en em gannañ ouzh.
Na hejit ho skabell : rak mard eo uhel eo kamm, mar deu da gostezañ, ho pezo ur gwall-lamm
Na hejit ho skabel : rak mar d-eo huel eo kamm, mar d-eu da gosteza, ho pezo eur gwall-lamm.
1867
Référence :
MGK
p5
Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed. En em hejañ a ra, stampañ e zivesker, ditirinat e ourouler, p'en em gav war al lec'h skarzherien godelloù, goullo ganto o yalc'h, digor o c'hrabanoù, evit skrabat el lec'h ma'z eus.
Daou varc'h a iea enn hent : unan a gerc'h sammet. Ann eil o tougenn-sounn arc'hant holen ar Roue, bete boeden he lost enn-han lorc'h ha fouge, ne roje ket he veac'h evit netra er bed. En em heja a ra , stampa e zivesker, ditirinat he ourouller, p'en em gav war al leac'h skarzerien godellou, goullo gant-ho ho ialc'h, digor ho c'hrabanou, evit skrabat el leac'h ma'z euz.
1867
Référence :
MGK
p5
Amañ n’eus diaoul ebet, a gredan-me, eme ar martolod kozh en ur hejañ e benn.
Aman n’euz diaoul ebed, a gredan-me, eme ar martolod koz en eur heja he benn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.138
P’en doe digoret an nor, ar sakrist a chomas sebezet o klevet trouz ar fuzuilhoù hag ar c’hlezeier a [he]je hag a stoke ouc’h divesker ar soudarded.
P’en d’oue digoret an nor, ar zakrist a jommaz sebezet o klevet trouz ar fuziIlou hag ar c’hlezeier a oje hag a stoke ouc’h divesker ar zoudardet.
1877
Référence :
EKG.I.
p.111
— Boñjour deoc’h, Aotrou, eme an den yaouank, oc’h hejañ e zilhad gleb. Brav eo kaout un tamm disglav dre an amzer a ra.
— Bonjour d’ehoc’h, Aoutrou, eme an den iaouank, oc’h eja he zillad gleb. Brao eo kaout eun tamm disklao dre an amzer a ra.
1877
Référence :
EKG.I.
p.56
— Klevet a rez ac’hanon, eme ar c’habiten en ur sevel e vouezh hag en ur hejañ Klaodina ? — Ya, eme homañ, m’her lavaro deoc’h.
— Klevet a rez ac’hanoun, eme ar c’habiten en eur zevel he vouez hag en eur heja Klaodina ? — Ia, eme houman, m’her lavaro d’eoc’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.145
En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.
En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze d’ezi eun enebiez bennak, a heje kudennou he fennad-bleo melen, a rae eun huanadenn, a stoke he dourn ouz he zal, evel evid e beurzivorenni hag, o trei ouz Manos, a zelle outan hag a vousc’hoarze.
1923
Référence :
SKET
p.44
Derkeia a hejas he fenn. « Sko ouzh an teir, emezi, pe na sko ouzh nikun. »
Derkeia a hejas he fenn. « Sko ouz an teir, emezi, pe na sko ouz nikun. »
1923
Référence :
SKET
p.112
« Pa vezi oc’h ergerzhout ar bed, ma tigouezh ganez kejañ gant klañvourien, diavezidi ha sklaved, en ur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspediñ teir gwech an Heol (2). »
« Pa vezi oc’h ergerzout ar bed, ma tigouez ganez keja gant klanvourien, diavezidi ha sklaved, en eur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspedi teir gwech an Heol (2). »
1924
Référence :
SKET.II
p.27
D’an tarzh-heol setu an ebeul o tont eus ar mor dirazañ en ur hejañ e voue gwelevus.
D’an tarz-heol setu an ebeul o tont eus ar mor dirazan en eur heja e voue gwelevus (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.22
Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.
Pebez arvest ! Hijet ar ween ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hassi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)
Ha Bidoullig da hija e lost, dever enni un tammig, laouen da vont d’he c’hraou. Siwazh ! an drein a stokas ar c’hig [...].
Ha Bidoullig da hija e lost, dever enni eun tammig, laouen da vont d’he c’hraou. Siouaz ! an drein a stokas ar c’hig [...].
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
Ouspenn da-ze, war an daolenn varzus-se, e welen eur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolli e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noaz-dibourc'h o c'hwelevi evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnou ar gwragez o heja-diheja, o pignat hag o tiskenn en eur vont a-gleiz hag a-zehou, a-is hag a-us, a-hed o dioulez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begellok.
1929
Référence :
SVBV
p.19
hejañ
heja
1931
Référence :
VALL
pg abattre (noix, etc. en secouant), agiter, brandir
hejañ e benn
heja e benn
1931
Référence :
VALL
pg branler (la tête)
hejañ d'an traoñ
heja d'an traoñ
1931
Référence :
VALL
pg abattre (noix etc. en secouant)
Kanienn Chipr, berr ha ledan, a zo e-tal ar gompezenn a dreuz an enez eus ar C'hornog d'ar Reter: hejet e vez ar gompezenn-se gant krenioù-douar ha dont a ra an izelenn sur a-walc'h diwar torradurioù ha pukadurioù.
1943
Référence :
TNKN
p63
Mont d'ar foennoù : ar vugale a oa mat da hejañ ar foenn gant ferc'hier koad.
Mont d'ar foennou. Ar vugale a oa mat da heja ar foenn gant ferc'hier koad.
1944
Référence :
EURW.1
p24
Hep gouzout dezhañ, ar c'hloareg a heje e benn, dizehan, evel diskredik.
1949
Référence :
SIZH
p.49
Hejañ a rae unan e benn, a-zehou [sic, a zehou] da gleiz hep ehanañ, tra ma talche egile e zorn war e c'henou.
1949
Référence :
SIZH
p.60
Ma Jezuz, ganeoc'h-c'hwi plijet / E teuy ar barrad da devel, / Gant ar gaouad pa 'z omp hijet, / Heol ar peoc'h lakait da sevel.
Ma Jezuz, ganeoc'h-c'houi plijet / E teuy ar barrad da devel, / Gant ar gaouad pa 'z omp hijet, / Heol ar peoc'h lakait da sevel.
1960
Référence :
PETO
p.17
Kentañ gwech e oa honnezh din kuitaat ur porzh e bourzh ul lestr; va-unan edon, ne oa deuet den d'am ambroug betek amañ ha, daoust din marteze, e voen fromet koulskoude o welout ar c'himiadoù, an divrec'hioù oc'h hejañ, ar mouchoueroù o frizañ, hag hini pe hini zoken o leñvañ.
1985
Référence :
DGBD
p10
Teuler a ra Mereditis ur sell ouzh ar c'horf-marv ha hejañ e benn.