Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. A. 1. Lakaat ub., udb. da fiñval gant nerzh dre e gas a bep tu. Hejañ a ra an avel skourroù ar gwez. E hejet am eus evit e zihuniñ. Hejañ e zivesker evit o divorzañ. & Hejañ-dihejañ : hejañ gant nerzh hag a bep tu. & (impl. da ak.) Ober un hejañ da ub., udb. : e hejañ. Graet en deus un hejañ d'ar re a oa en e enep. HS. strilhañ. 2. Trl. skeud. Hejañ per melen d'ub. : e fougasiñ. & Dre fent Hejañ e c'hwen : dañsal. B. 1. (db. an dud) Hejañ e benn : e lakaat da fiñval evit reiñ da gompren udb. Hejañ e benn a grec'h da draoñ evit reiñ da gompren ez asanter d'ar pezh zo bet lavaret. & Hejañ e zivskoaz : o lakaat da vont a draoñ da grec'h evit diskouez fae, dispriz pe zianaoudegezh. 2. (db. ar chas) Hejañ e lost : fistoulat. Ar c'hi a heje e lost. C. Dre skeud. 1. Hejañ ub. : mont rust outañ. & Trl. Hejañ e laou da ub. : krozal dezhañ. 2. Hejañ leziregezh ub. : e lakaat da labourat. E labour a hejas hol leziregezh hag hor redias da strivañ. II. v.g. Bezañ lusket rust pe rustoc'h eus an eil tu d'egile. Hejañ a ra e gorf gant an difronkadennoù. An avel skañv a laka e vlev da hejañ war e dal. III. v. em. EN EM HEJAÑ OUZH : en em gannañ ouzh.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

hejañ

1499
Daveenn : LVBCA p96 (croller, secouer)

hejañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg branler, secouer

bet e dañjer da vezañ hejet

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Courir fortune d'être pendu, pp.)

bezañ e dañjer da vezañ hejet

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Courir fortune d'être pendu.)

hejañ

1732
Daveenn : GReg pg branler (mouvoir, secoüer, agiter), (s') ébranler (secoüer)

hejet

1732
Daveenn : GReg pg branler (mouvoir, secoüer, agiter), (s') ébranler (secoüer)

hejañ e benn

1732
Daveenn : GReg pg branler (la tête)

nep a hej

1732
Daveenn : GReg pg branler (celui qui branle)

hejiñ an divhar

1732
Daveenn : GReg pg guinguer (giguer, ruer du pié, Van.)

Da eo bet dezhañ bezañ hejet.

1732
Daveenn : GReg pg friser (Il a frisé la corde.)

hejet

1850
Daveenn : GON.II pg heja

na hejit ket ar wezenn-se

1850
Daveenn : GON.II pg heja

hejañ

1850
Daveenn : GON.II pg stroñsa

hejañ

1850
Daveenn : GON.II pg diskogella, éja

hejañ

1850
Daveenn : GON.II pg éja

hejañ

1850
Daveenn : GON.II pg heja

Na hejit ho skabell : rak mard eo uhel eo kamm, mar deu da gostezañ, ho pezo ur gwall-lamm

1867
Daveenn : MGK p5

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed. En em hejañ a ra, stampañ e zivesker, ditirinat e ourouler, p'en em gav war al lec'h skarzherien godelloù, goullo ganto o yalc'h, digor o c'hrabanoù, evit skrabat el lec'h ma'z eus.

1867
Daveenn : MGK p5

Amañ n’eus diaoul ebet, a gredan-me, eme ar martolod kozh en ur hejañ e benn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.138

P’en doe digoret an nor, ar sakrist a chomas sebezet o klevet trouz ar fuzuilhoù hag ar c’hlezeier a [he]je hag a stoke ouc’h divesker ar soudarded.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

— Boñjour deoc’h, Aotrou, eme an den yaouank, oc’h hejañ e zilhad gleb. Brav eo kaout un tamm disglav dre an amzer a ra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.56

— Klevet a rez ac’hanon, eme ar c’habiten en ur sevel e vouezh hag en ur hejañ Klaodina ? — Ya, eme homañ, m’her lavaro deoc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.145

En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.

1923
Daveenn : SKET p.44

Derkeia a hejas he fenn. « Sko ouzh an teir, emezi, pe na sko ouzh nikun. »

1923
Daveenn : SKET p.112

« Pa vezi oc’h ergerzhout ar bed, ma tigouezh ganez kejañ gant klañvourien, diavezidi ha sklaved, en ur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspediñ teir gwech an Heol (2). »

1924
Daveenn : SKET.II p.27

D’an tarzh-heol setu an ebeul o tont eus ar mor dirazañ en ur hejañ e voue gwelevus.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Ha Bidoullig da hija e lost, dever enni un tammig, laouen da vont d’he c’hraou. Siwazh ! an drein a stokas ar c’hig [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.

1929
Daveenn : SVBV p.19

hejañ

1931
Daveenn : VALL pg abattre (noix, etc. en secouant), agiter, brandir

hejañ e benn

1931
Daveenn : VALL pg branler (la tête)

hejañ d'an traoñ

1931
Daveenn : VALL pg abattre (noix etc. en secouant)

Kanienn Chipr, berr ha ledan, a zo e-tal ar gompezenn a dreuz an enez eus ar C'hornog d'ar Reter: hejet e vez ar gompezenn-se gant krenioù-douar ha dont a ra an izelenn sur a-walc'h diwar torradurioù ha pukadurioù.

1943
Daveenn : TNKN p63

Mont d'ar foennoù : ar vugale a oa mat da hejañ ar foenn gant ferc'hier koad.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Hep gouzout dezhañ, ar c'hloareg a heje e benn, dizehan, evel diskredik.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Hejañ a rae unan e benn, a-zehou [sic, a zehou] da gleiz hep ehanañ, tra ma talche egile e zorn war e c'henou.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Ma Jezuz, ganeoc'h-c'hwi plijet / E teuy ar barrad da devel, / Gant ar gaouad pa 'z omp hijet, / Heol ar peoc'h lakait da sevel.

1960
Daveenn : PETO p17

Kentañ gwech e oa honnezh din kuitaat ur porzh e bourzh ul lestr; va-unan edon, ne oa deuet den d'am ambroug betek amañ ha, daoust din marteze, e voen fromet koulskoude o welout ar c'himiadoù, an divrec'hioù oc'h hejañ, ar mouchoueroù o frizañ, hag hini pe hini zoken o leñvañ.

1985
Daveenn : DGBD p10

Teuler a ra Mereditis ur sell ouzh ar c'horf-marv ha hejañ e benn.

2015
Daveenn : EHPEA p36

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial