Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Hollad ar c'helennadurezhioù a vez treuzkaset gant ur bobl, gant ur rummad tud, a rumm da rumm - dre gomz dh. - , dezho doare ar mojennoù alies hag a denn da relijion, da istor ar bobl-se. An hengoun saoz, gouezelek. 2. Ent strizh Hollad ar c'helennadurezhioù kaset a rumm da rumm a denn d'ur relijion. An hengoun yuzev. D. Ent krenn Hollad kelennadurezhioù an Iliz a lakaer Doue da awen anezho daoust ma n'emaint ket er skridoù sakr. An hengoun hag ar skritur. 3. Dre ast. (enebet ouzh ar pezh zo arnevez) Doare sellet ouzh an traoù, meizañ an traoù stag ouzh an tremened. Paotred an hengoun ha paotred an nevezentioù. II. G. 1. Unan eus ar c'helennadurezhioù-se. Ar birc'hirinadenn-se zo un hengoun kozh dihentet. Kalz eus an hengounioù a chom bev en Iwerzhon. 2. Dre ast. [1929] Doare dibar ha kozh ur bobl, ur rummad tud, da sellet ouzh an traoù, da veizañ an traoù. [1929] War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj. DHS. henvoaz.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

"hengoun" g.

1923
Référence : SKET p.180, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tradition".

Diouzh ma lavar hengounioù Kelted ar Vinolandon, en dije Gobanniu nac’het, da gentañ, reiñ e vuoc’h [.]

1923
Référence : SKET p.36

Diwar-benn bugaleerezh Manos ha Bena, — pe Eburos ha Derva, evel m’o anver ivez diouzh an diw wezenn a waskedas o ganedigezh, — ne livirin nemet nemeur a dra, daoust ma ’z eo kement-se, a gredfen, en ur stumm, ar pep hoalusañ eus hon hengounioù.

1923
Référence : SKET p.38-39

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Référence : SVBV p.15

Skoet gant kleñved ar [p]olitikerezh, pell ’zo ne rae van o gourvibien nag ouzh ar mor, nag ouzh hengoun kadourien gwechall.

1954
Référence : VAZA p.130

Gant aon, moarvat, rak ankounac’haat boazioù hag hengoun ar fourgadennoù dre lien, ar c’haronennoù derv ha listri uhel-vourzh [uhelvourzh] gwechall e ranke an holl diwall dreist pep tra diouzh an tan-gwall, bez’ e veze bepred war bep lestr brezel Bro-C’hall, ha daoust ha ma veze gwerzhet chimik war vourzh, ur varikennig kouevr ruz kelc’hiet gant houarn, hag a luc’he koulz hag un dro-c’houzoug aour hag arc’hant e kerc’henn ur goantenn.

1954
Référence : VAZA p.152-153

Ar pezh zo sur avat eo e oa un hengoun dre gomz an hini a oa mammenn Ilias Homeros.

2016
Référence : ILIAS p. 5

L'Office public de la langue bretonne