koun
"koun" g.
derc'hel koun
digas da goun
En tu-hont da goun mab-den
koun (kaout) eus
- Nemet karout a rafen e virfes ez kerz un dra bennak e koun eus hon darempred a vo bet re verr, siwazh ! hep mar ebet.
- Sinadurezh da ene... Te a zo glein da ene e-giz dour-sav ar menez... Del ! kemer ar vleunienn-mañ e koun !
Un dismegañs, ur vezh e vije bet ’ta reiñ d’ar seurt kannaded an adunvanidigezh un anv a zegasfe koun eus brezelourien gwechall, Jean Bart, Koatlogon [Koedlogon], Duquesne, Tourville, Duguay-Trouin ha tagerien ken kriz all.
Gwad fall a ris e-pad un toullad devezhioù, hogen a greiz-holl e teuas din koun eus laz-seniñ Brest, Musique des Equipages de la Flotte, am boa gwelet e Landreger e-keñver gouelioù Renan.
Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.
Ne 'm eus ket kalz koun eus ar pezh a zeujont da vezañ da heul.
A-greiz-holl e teu koun din eus an "Doue, beilh war ma genoù", gant Anna.
Ya, evit degas da goun d'ar C'hresianed hiziv e ouie o diagentidi kastizañ.
Mots précédents
Mots suivants
kounaat