Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anaoudegezh, skiant en devez un den eus ar pezh zo bet, zo c'hoarvezet. Chomet eo ar c'houn eus an dra-se war ma spered. Koun an tremened. Kaout koun mat : bezañ mat e vemor. Kaout koun ag, eus ub., udb. Delc'her koun eus udb. : na ankounac'haat an dra-se. Dont koun da ub. eus udb. : kaout koun en-dro goude bezañ ankounac'haet an dra-se. Degas koun da ub. eus udb., degas udb. da goun d'ub. : e lakaat da gaout koun eus an dra-se. Degas a ray deoc'h da goun kement ho poa lavaret. [1954] Abaoe m'am eus koun, pa oan ur bugelig o ruzata war e barlochoù dre leur an ti, gwenn-kann e oa dija he fennad blev. [1954] Dalc’het am eus koun ivez eus ar grazadenn a dapis du-hont deiz gouel an Nedeleg : lemet am boa emichañs va zog lech, pe graet ur garzaj all bennak hep teurel evezh ouzh an heol. & Trl. Chom bev e koun ub. : na vezañ ankounac'haet (an dra-mañ-tra) gantañ. HS. eñvor, soñj. 2. Ober udb. e koun ub., udb. : aozañ ul lid, ober udb. evit ma ne vo ket ankounac'haet an den-se, an dra-se, evit e veuliñ. Aozañ ur gouel e koun ar soudarded lazhet e-kerzh ar brezel. Kanañ gwerzioù e koun oberoù an hendadoù. [1955] Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez. HS. memor.

Skouerioù istorel : 
45
Kuzhat roll ar skouerioù

D. Ret eo ober tri zra : da gentañ, digas da goun an pec'hedoù, en em egzaminañ diligant war gourc'hemennoù Doue ha re 'n Iliz ha war an seizh pec'hed marvel.

1622
Daveenn : Do. p42

En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.

1622
Daveenn : Do. p42

kaout koun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) mention, (se) souuenir, (se) resouuenir

digas da goun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ramenteuoir, s(e) souuenir, (se) resouuenir

ober kaout koun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) resouuenir

koun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg memoire

koun am eus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg coûn (ameus)

12. Imprimit e-barzh ennon-me, / Dreist pep tra tout, e garantez, / O tigas da goun e basion / E pep momed gant devosion.

1677
Daveenn : Do. p68

D. Ret eo ober tri dra: Da gentañ, digas koun eus hor pec'hedoù, ouzh en em egzaminañ dilijamant war gourc'hemennoù Doue, ha re an Iliz, ha war ar seizh pec'hed marvel.

1677
Daveenn : Do. p43

Degasit kement-se da goun din.

1850
Daveenn : GON.II pg koun, kouñ (Rappelez-moi cela).

Eus an hirañ ma em eus koun.

1850
Daveenn : GON.II pg koun, kouñ (Du plus loin qu'il me souvienne, que j'ai souvenir).

koun

1850
Daveenn : GON.II pg añkounac'h, pg koun ou kouñ (Mémoire, faculté par laquelle l'âme conserve le souvenir des choses. Souvenir, effet de la mémoire).

koun

1850
Daveenn : GON.II pg añkouna, soñj, soñjen, koun ou kouñ (Mémoire, faculté par laquelle l'âme conserve le souvenir des choses. Souvenir, effet de la mémoire).

Koun a zalc’hent eus an emgannoù a renkas o gourdadoù embreger ouzh ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouzh ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazezañ er gompezenn.

1923
Daveenn : SKET p.126

E kement bro am eus ergerzhet er C’hreisteiz, em eus gwelet an dud oc’h ober gant ar skritur evit derc’hel koun an oberioù hag al lavarioù dellezek a eñvor.

1923
Daveenn : SKET p.20

Kement-se holl ha kant ha kant a draoù all c’hoazh, evel o degouezhioù , o c’hoarioù, o zroioù gant al loened a veve war o zro, ha dreist-holl o divizadennoù gant an dourgi hag avank kozh an aven, a zo don e koun pep unan.

1923
Daveenn : SKET p.40

N’eus ket nemeur da arvariñ e c’hallfe an holl draoù-se kouezhañ, un deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegiñ amañ, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent dezhañ da goun eñvorioù ker e oad tener.

1923
Daveenn : SKET p.40

Ar c’harr-se a zigas da goun eus an hini a zo bet kavet e Debjerg (Jutland) hag a denn da varevezh an Ten (500-50 kent H. S.).

1923
Daveenn : SKET p.61

Dindan o divabrant krommet-kaer daoulagad glas-mouk, ledan ha skedus evel ar mor, a zigase koun d’an Anaon o tont d’o saludiñ eus daoulagad ar Rener azezet dirak ar c’hoummoù-mor war ar c’hlann-Veur.

1923
Daveenn : SKET p.73

Ar bagadoù gwallblanedennet-se, a deñvala bremañ c’hoazh, a-wechoù, ar c’houn anezho tal ar gozhidi, eo ar meuriadoù diouennet a ouenn Vanos (2).

1923
Daveenn : SKET p.90

Her mirit en eñvor. Ha, pa ho po koun ac’hanon, damgounait ivez, — amañ e voe he mouezh troet ur predig, — Kadra ha Daga, a zo bet, eveldon-me, keneilezed deoc’h ez vugel hag ho kare evel m’ho karan.

1923
Daveenn : SKET p.105

"koun" g.

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Souvenir, mémoire".

derc'hel koun

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Se souvenir, conserver le souvenir".

digas da goun

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Rappeler, faire souvenir".

En tu-hont da goun mab-den

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "De temps immémorial".

Evel-se, dre skeiñ taolioù ha skignañ spont, e tigorjont an hent dirazo betek lenn an Heol, an Albis, ar Visuria, an Amisios, hag e savjont war o glannoù seizh rouantelezh a zo manet war goun an dud an anvioù anezho ha darvoudennoù o buhez.

1923
Daveenn : SKET p.140

koun (kaout) eus

1924
Daveenn : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Se rappeler de".

Ha pa ’c’h ae, ur wech an amzer, da vesa saout ha deñved e amezegez war an torrod yeotek, e-unanik, dirak an dremmwel, ar c’haozioù, al lavarioù, ar sonioù a deue da nij dirak daoulagad e goun.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Chom aze, evit miret na deufe ar c’houn, eus goueled va eñvor, ar c’houn goaper ha chifus da ziskouez din gant e viz, war an hent am eus heuliet, ar [b]leuñvennoù pere n’am eus ket bet kuntuilhet, ar frouezh mat ha dourek pere am eus bet disprizet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Adalek ganedigezh ar bed emañ an doueed e buhez, hag, abaoe, e welont hag e klevont pep tra, ha dalc’het e vez ganto peurzigemm en o c’houn an eñvor eus kement o devez gwelet pe glevet.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

Ha war he mennozh e savas evel un aezhenn a zouster : koun ar poanioù kri he devoa eno bet gouzañvet, koun al levenez dibaot met kuñv ha ken dous c’hoazh d’he c’halon he devoa bet eno tañvaet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Hag en koun Bilzig, don-don dindan eñvor, en em sikas ar gentel a nerzh-kalon roet dezhañ gant Saig Jelvest, en nozvezh ar morgazhed, ur gentel a hardizhegezh sioul ha fur.

1925
Daveenn : BILZ2 p.114

Bremañ c’hoazh — kant vloaz tremenet a zo abaoe an eured — bremañ c’hoazh e talc’her koun eus jalivari itron yaouank Kervarker.

1925
Daveenn : BILZ2 p.165

A ! satordallik ! Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ha troad al leue bihan e-barzh ! Sell, 'brepoz, pa zeu da goun din ! Goulc'hen, ha ma kemerfemp bep a c'henaouad [b]ara, ha ma lonkfemp bep a vanne gwin ?...

1929
Daveenn : SVBV p.9

[S]krivet e oa gantañ war ur follenn baper prizius, gant ur seizenn c'hlas, hag hen roas din da virout, e koun anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.125

Da glozañ, ma barzhoneg e koun eus Kann Hohenlinden, - unan war gemenn, ha nebeut awenet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

- Nemet karout a rafen e virfes ez kerz un dra bennak e koun eus hon darempred a vo bet re verr, siwazh ! hep mar ebet.

1949
Daveenn : SIZH p.51

- Sinadurezh da ene... Te a zo glein da ene e-giz dour-sav ar menez... Del ! kemer ar vleunienn-mañ e koun !

1949
Daveenn : SIZH p.50

Un dismegañs, ur vezh e vije bet ’ta reiñ d’ar seurt kannaded an adunvanidigezh un anv a zegasfe koun eus brezelourien gwechall, Jean Bart, Koatlogon [Koedlogon], Duquesne, Tourville, Duguay-Trouin ha tagerien ken kriz all.

1954
Daveenn : VAZA p.121-122

Gwad fall a ris e-pad un toullad devezhioù, hogen a greiz-holl e teuas din koun eus laz-seniñ Brest, Musique des Equipages de la Flotte, am boa gwelet e Landreger e-keñver gouelioù Renan.

1954
Daveenn : VAZA p.79-80

Abaoe m'am eus koun, pa oan ur bugelig o ruzata war e barlochoù dre leur an ti, gwenn-kann e oa dija he fennad blev.

1954
Daveenn : VAZA p.11

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Daveenn : VBRU p.21

Ne 'm eus ket kalz koun eus ar pezh a zeujont da vezañ da heul.

1985
Daveenn : DGBD p136

A-greiz-holl e teu koun din eus an "Doue, beilh war ma genoù", gant Anna.

2015
Daveenn : EHPEA p58

Ya, evit degas da goun d'ar C'hresianed hiziv e ouie o diagentidi kastizañ.

2015
Daveenn : EHPEA p396

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II ne veze ket graet alies gant ar ger "koun" e 1850 nemet gant a re gozh.

Ofis publik ar brezhoneg