Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(gant ur bennlizherenn-dal) 1. [1499, 1732, 1850, 1867, 1927, 1954, 1960] Personeladur ar marv, taolennet e stumm ur relegenn. [1850] An Ankoù na espern den ebet. [1867] Paourkaezh karv ! / An Ankoù a zo oc'h da gas / D'al lec'h m'eo dit mervel, siwazh ! [1867] Ma ve bet o seulioù / Harp oc'h seul an Ankoù, / Ma ve bet gant ar c'hlaz o gwazhied holl sonnet, / Oc'h holl draoù ar bed-mañ o daoulagad prennet, / Stanket-holl o divskouarn da selaou er bed all, / M'o defe bet klevet o c'halon o strakal / Gant diframm ar marv yen o labourat o c'hig, / Neuze, war ar bed-mañ ne vent ket reuzeudik. [1867] Krogoù zo gant ar bev : an Ankoù hag e falc'h / O doa poan o stagañ, o toullañ da gaout dalc'h. [1954] Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon. [1960] Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ? [1960] Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet. [1960] Me zo kannad an Ankoù du / Darev, bewech ma kav an tu / Da ziskarañ dillo mab-den / Ha d'hen lemel diwar hor glenn ! [1960] Din ' vezoc'h bet, pa 'z on fall-put, / Diouganer du an Ankoù mut. & Tr. Bezañ sammet gant an Ankoù, mont gant an Ankoù. Deuet eo an Ankoù d'e gerc'hat : mervel. & Tr. Karr(ig), karrigell an Ankoù : a vez sammet korf ar re varv ennañ - enni - hag a glever o wigourat pa varv ub. en ardremez. Klevet karr an Ankoù o tremen. & Kloc'h an Ankoù : a vez gantañ evit kemenn d'an dud ur marv tost en ardremez. & Morzhol, falc'h an Ankoù : arouezioù eus e c'halloud lazhañ a vez gantañ en e zorn. & [1850] Morzholig an Ankoù : lesanv roet d'ur preñv koaddebrer a gave d'an dud gwechall e oa ur sinad an trouz a rae pa vez o krignat koad. & [1960] Eur an Ankoù : poent ar marv. [1960] Tavit, tavit gant ho sklankoù / Pa 'z eo deuet eur an Ankoù. 2. Trl. (db. an dud) Bezañ treut evel an Ankoù : bezañ treut-kenañ. & Trl. skeud. Mont an Ankoù hebiou ub. : kaout aon bras. & Tremen an Ankoù dre ub., mont an Ankoù dreist ub. : santout ur gridienn o redek dre e gorf. 3. Labous an Ankoù : moranv a roer d'ar c'hrell. & Dre let. Amezeg an Ankoù : moranv ar verranal.

Exemples historiques : 
31
Masquer la liste des exemples

Ankoù

1499
Référence : LVBCA p24 (Mort, Trépas)

Ankoù

1732
Référence : GReg pg agonie (la parque qui coupe le fil de notre vie.)

An Ankoù na espern den ebet.

1850
Référence : GON.II pg añkou (la mort n'épargne personne.)

Ankoù

1850
Référence : GON.II pg añkou (mort. trépas. agonie. angoisse de la mort.), pg trémenvan

morzholig an Ankoù

1850
Référence : GON.II pg morzolik (on appelle aussi "morzolik ann ankou", "le petit marteau de la mort", l'artison, ver qui s'engendre dans le bois et qui y fait un petit bruit semblable à celui d'un marteau léger. Les Bretons superstitieux regardent ce bruit comme l'annonce de la mort de quelqu'un de leurs parents).

Ma ve bet o seulioù / Harp oc'h seul an Ankoù, / Ma ve bet gant ar c'hlaz o gwazhied holl sonnet, / Oc'h holl draoù ar bed-mañ o daoulagad prennet, / Stanket-holl o divskouarn da selaou er bed all, / M'o defe bet klevet o c'halon o strakal / Gant diframm ar marv yen o labourat o c'hig, / Neuze, war ar bed-mañ ne vent ket reuzeudik.

1867
Référence : MGK p66-67

Paourkaezh karv ! / An Ankoù a zo oc'h da gas / D'al lec'h m'eo dit mervel, siwazh !

1867
Référence : MGK p42

O klevet e c'hervel, e kredas an Ankoù / E vije an den kaezh[,] / Pa deuje[,] laouen-bras.

1867
Référence : MGK p66

Krogoù zo gant ar bev : an Ankoù hag e falc'h / O doa poan o stagañ, o toullañ da gaout dalc'h.

1867
Référence : MGK p97

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Référence : SKET p.29

Bezit disaouzan rak ar marv, c’hoarzhit d’an Ankoù o tont.

1923
Référence : SKET p.51

Pe vern din em sammfe an Ankou un nebeud bloavezhioù abretoc’h eget ar re-all ?

1924
Référence : SKET.II p.41

— Lavaret a raer ivez penaos e vezer spontet entre ar chapel hag ar feunteun. — Eno, el lec’h all, spontet e vezer dre-holl gant an Teuskoù-noz, ar [g]wrac’hed, ar gornandoned, ha karrigell an Ankou.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

ankoù

1927
Référence : GERI.Ern pg ankou (La Mort personnifiée, trépas ; fantôme, squelette ; cause de la mort)

ankoù

1927
Référence : GERI.Ern pg ankou (La Mort personnifiée, trépas ; fantôme, squelette ; cause de la mort, Corn.)

ankoù

1927
Référence : GERI.Ern pg ankou (La Mort personnifiée, trépas ; fantôme, squelette ; cause de la mort, Van.)

ankoù

1927
Référence : GERI.Ern pg ankou (La Mort personnifiée, trépas ; fantôme, squelette ; cause de la mort, Trég.)

Ar Frañs a zo ar vro ma ever ar muiañ a alkol. Rak-se e sko didruez an Ankoù e-touez ar Frañsizien

1943
Référence : TOAA p2

Ar gristenion a voe dihunet en o gwele gant e glemmoù mantrus, hag an eil a c’houlennas digant egile : — « Hag a nevez, e Karreg-al-Louarn ? » — « Ur c’hazh o vervel an hini eo ? » — « Pe un den ? » — « Pe an Ankoù ? » — « Pe Satanaz ? » — « Ya ! marteze, Karreg-al-Louarn a zo satanazet. »

1944
Référence : ATST p.65

A ! ne vin ket kozh ken e Karreg-al-Louarn ; a-raok nemeur amañ e teuio va zro da vont gant an Ankoù.

1944
Référence : ATST p.41

An Ankoù en deus skoet dec’h war dor vras an Ifern hag en deus lavaret deomp : E parrez Lotei, war gorre an dorgenn, tost da hent Kastellin, er gêrig anvet Karreg-al-Louarn, ur voereb gozh a zo prest da vervel.

1944
Référence : ATST p.56

« [...] Me ’bari eo labous an Ankoù ! e-biou da Gervetouz eo tremenet, hag ac’hano en deus nijet war-du Karreg-al-Louarn. Ma n’eo ket aet da gerc’hat ar voereb kozh ? » — « E c’hallfe bezañ, Lom. »

1944
Référence : ATST p.71

Job : — « Ar voereb a zo aonik. » Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »

1944
Référence : ATST p.28

Tonket e oant, siwazh dezho da vont da anaon un nebeut bloavezhioù goude, ha paket int bet en ur stumm euzhus gant an Ankou, holl anezho ha zoken ar vugale, nemet Fallières taget didrouz gant ar gozhni en e di bihan, al Loupillon.

1954
Référence : VAZA p.187-188

Kit 'ta d'ar baradoz-se, holl a zo ac'hanoc'h, kit, tudoù, hep dale da Naplez, anez-se ho po keuz, rak den ne oar da bevare e teuio war e dro al laer diarc'hen ma reer dioutañ an Ankou.

1954
Référence : VAZA p.140

Gallout a reer, kwita, bevañ mat[-]kenañ hep gouzout pet eur eo : abred a-walc’h e teuio an Ankou da skeiñ war va skoaz ha d’ober din va stal.

1954
Référence : VAZA p.99-100

Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ?

1960
Référence : PETO p19

Me zo kannad an Ankoù du / Darev, bewech ma kav an tu / Da ziskarañ dillo mab-den / Ha d'hen lemel diwar hor glenn !

1960
Référence : PETO p57

Din ' vezoc'h bet, pa 'z on fall-put, / Diouganer du an Ankoù mut.

1960
Référence : PETO p63

Tavit, tavit gant ho sklankoù / Pa 'z eo deuet eur an Ankoù.

1960
Référence : PETO p.81

Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.

1960
Référence : PETO p39-40

Étymologie

Termen predenek da dostaat d'ar c'hembraeg "angau" kenster gantañ.

L'Office public de la langue bretonne