I.
H.b.
A.
1. [1499, 1850, 1867, 1927, 1931, 1960, 2012] Nec'h, diaez spered ha korf a zeu d'an dud, pa gav dezho emaint en un enkadenn, hag a c'hall o lakaat da spontañ, ober d'o c'horzailhenn en em waskañ.
[1867] — « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. » [1867] Kollet gantañ e nerzh, izil, leun a anken, / Gant ar boan a c'houzañv e stlap e fagodenn. [1867] Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?
[1927] Ankenioù. [1960] Petra 'c'hoarvezo 'benn arc'hoazh / Da heul ar gwashañ darvoudoù ? / Gant anken vras, skrijus he gloaz, / E sav em c'halon hirvoudoù. [1960] Evel Pêr 'm eus ho tinac'het / Hag am gwelit fraezh ha mac'het / Gant anken vras ha foll-meurbet.
[2012] Hogen Poole a respontas krenn : ne oa deuet netra estreget gant ar post. "Ha choazh, paperoù bruderezh ne oa ken", a ouzhpennas. Gant seurt keloù da gimiad e tihunas anken an noter. [2015] Ya, gouest oc'h da gompren an aon, an anken, an dislavarioù hag an diaesterioù savet gant hoc'h enebourien.
HS. enkrez, estrenvan.
2. [1622, 1659, 1732, 1850, 1867, 1931] Glac'har.
[1622] Ouzh harz ar groaz, gant habaster, / Grit din [Mari] ma vezin [en] ho niver, / Dre ar boan don, Itron deboner, / Ho poe, ha 'n anken digwener.
[1850] An anken en deus e grizet abred. [1867] En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
&
[1931] Kalonad anken : kalz a c'hlac'har.
&
Frealziñ ub. en e anken : ub. zo ankeniet.
&
Trl.
Bezañ en anken : bezañ ankeniet.
&
Ober anken d'ub. : e ankeniañ.
&
[1931] Gwall anken : enkrez bras
HS. enkrez.
B. Dre ast. (db. an dud)
1. [1732, 1960] Poan
[1732] Anken en deus en e c'har. [1732] Leñvañ gant souezh pe gant anken. [1732] Anken am eus graet dezhañ. [1732] Pa edo kreñvañ e anken.
[1960] O Jezuz, marv war ar Groaz, / E barr an anken hag ar c'hloaz, / Evit dasprenañ gouenn mab-den, / Truez Ho pet, ne c'hellan ken !
DHS. droug, glaz, gloaz.
2. Naon.
Terriñ e anken : e naon.
&
(db. an naon, ar c'hoant)
Torret eo e anken (da ub.) : bet en deus e walc'h, e c'hoant.
II.
B.
[1699, 1732, 1850] Poan spered, enkrez.
[1732] Ankenioù.
[1850] Ankenioù bras am eus bet er bloaz tremenet.
— « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. »
— « Ah iou ! eme ann den, petra welann ? Eur spez ! / Euzusa tra ef-hen ! He skeud, he skeud hep-ken / A ra d'in-me skrija ha krena gant anken. »
1867
Référence :
MGK
p66
En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, / Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; / Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, / Gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal.
1867
Référence :
MGK
p21
Kollet gantañ e nerzh, izil, leun a anken, / Gant ar boan a c'houzañv e stlap e fagodenn.
Kollet gant-han he nerz, isil, leun a anken, / Gant ar boan a c'houzanv e stlap he fagoden.
1867
Référence :
MGK
p67
Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?
Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mad, zo ho buez karet, / Karet ho bugale, karet ho friejou, / A zo ar vein oaled a domm ar c'halounou, / Ar c'hantoloriou kaer zo war-n-ho sklerijen, / Goulaouennou ann ti, evel heol ann envou, / Evel louzaouennou a bare peb anken, / Ho dourn atao noz-deiz a bep-tu o viret, / Dre 'r venoden ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit d'in brema, / E ve ar gragez-ze termet dindan ar beac'h, / E vent-hi skoasiet stard ha skoret gant ar vreac'h / E deuz bet digant Doue ar galloud d'ho harpa ?
1867
Référence :
MGK
p141-142
Kaer ’zo ober, ret ’vo mervel / Pa garo Doue hor gervel ; / Pebezh anken war ho marv, / Pa welfet sklaer hoc’h holl [w]alloù !
Kaer ’zo ober, red ’vo mervel / Pa garo Doue hor gervel ; / Pebez anken var ho maro, / Pa velfot skler hoc’h oll guallo !
1877
Référence :
EKG.I.
p.105
Daou zervezh goude-se e kouezhas klañv, uzet gant an oad, e binijennoù hag ivez gant an anken.
Daou zervez goude-ze e kouezaz klan, uzet gand an oad, he binijennou hag ive gand an anken.
1877
Référence :
EKG.I.
p.9
Paouez, ma mab, da gât anken. / Gret vo dit herve[z] da c’houlenn. / Dre nerzh ma gras, da dad karet / Hep dale pell a vo cheñchet.
Paouez, ma mab, da gat anken. / Gret vo d’id herve da c’houlen. / Dre nerz ma gras, da dad karet / Hep dale pell a vo chenchet.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
Ar marv, pa zeue dezho, n’oa gantañ na poan nag anken, sioulañ tremenvan n’oa ken d’o ene eus ar bed-mañ d’ar bed-all.
Ar maro, pa zeue d’ezo, n’oa gantan na poan nag anken, sioula tremenvan n’oa ken d’o ene eus ar bed-man d’ar bed-all.
1923
Référence :
SKET
p.70
Hogen, mar taolez da zaouarn war ar bugenoù-mañ e sell hepken d’o drastañ, na vezet dit a-berzh an doueed nemet anken, dinerzh, kleñved ha dienez !
Hogen, mar taolez da zaouarn war ar bugenou-man e sell hepken d’o drasta, na vezet d’it a-berz an doueed nemed anken, dinerz, klenved ha dienez !
1923
Référence :
SKET
p.84
Un toullig en korn ar vered, un tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glaz[i]où, goude an "Angelus", da vihanañ, a gouezhas truezus, evel daeroù an anken, war bezioù ar vered lizennet dindan deñvalijenn an noz.
Eun toullig en korn ar vered, eun tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glazou, goude an "Angelus", da vihana, a goueas truezus, evel daerou an anken, war beiou ar vered lijennet (1) dindan denvalijenn an noz.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 37, p.810 (Genver 1924)
Hag etre hiraezh an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosetlos ur vras a anken o voustrañ e galon, rak seul roeñvadenn a rae, e pellae diouzh an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantañ evel un diougan a varv.
Hag etre hiraez an deiz o vont hag enkrez an noz o tont, e-kreiz ar c’heinvor digenvez, e klevas Vindosêtlos eur vras a anken o voustra e galon, rak seul roenvadenn a rae, e pellae diouz an dud a gare, hag an arvest edo o paouez gwelout a oa gantan evel eun diougan a varo.
War an hent bras, ar baotred a c’hortoze, leun a anken. Petra ’oa c’hoarvezet du-hont ?
1944
Référence :
ATST
p.123
Abalamour ma kave din ne c’halle ur barzh kanañ mat nemet an anken, ar glac’har, an dristidigezh, hag an amourousted, a zo mammenn ar vrasañ ranngalon d’unan yaouank.
Abalamour ma kave d’in ne c’halle eur barz kana mat nemet an anken, ar glac’har, an dristidigez, hag an amourousted, a zo mammenn ar vrasa rann-galon d’unan yaouank.
1944
Référence :
EURW.1
p.100
[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoniñ, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’hazh, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit bezañ dispartiet un eurvezh hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoioù kent mont d’o gwele…
[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoni, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’haz, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit beza dispartiet eun eurvez hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoiou kent mont d’o gwele…
1944
Référence :
EURW.1
p.137
Pelloc’h, e kouezhas an anken e kalon ar baotred, gourvezet er foz, dindan ar raden hir.
1944
Référence :
ATST
p.73
O Jezuz, marv war ar Groaz, / E barr an anken hag ar c'hloaz, / Evit dasprenañ gouenn mab-den, / Truez Ho pet, ne c'hellan ken !
O Jezuz, maro war ar Groaz, / E barr an anken hag ar c'hloaz, / Evit dasprena gouenn mab-den, / Truez Ho pet, ne c'hellan ken !
1960
Référence :
PETO
p77
Petra 'c'hoarvezo 'benn arc'hoazh / Da heul ar gwashañ darvoudoù ? / Gant anken vras, skrijus he gloaz, / E sav em c'halon hirvoudoù.
Petra ' c'hoarvezo 'benn arc'hoaz / Da heul ar gwasa darvoudou ? / Gant anken vras, skrijus he gloaz, / E sav em c'halon hirvoudou.
1960
Référence :
PETO
p29
Evel Pêr 'm eus ho tinac'het / Hag am gwelit fraezh ha mac'het / Gant anken vras ha foll-meurbet.
Evel Per 'm eus ho tinac'het / Hag am gwelit frêz ha mac'het / Gant anken vras ha foll meurbed.
1960
Référence :
PETO
p77
Hogen Poole a respontas krenn : ne oa deuet netra estreget gant ar post. "Ha choazh, paperoù bruderezh ne oa ken", a ouzhpennas. Gant seurt keloù da gimiad e tihunas anken an noter.
2012
Référence :
DJHMH
p47
Ya, gouest oc'h da gompren an aon, an anken, an dislavarioù hag an diaesterioù savet gant hoc'h enebourien [...].