A. KOZH
(db. an darvoudoù, an traoù, an dud)
C'hwerv, diaes da zegemer pe da c'houzañv.
[1732] En ur feson ankenius. [1732] Sant Pêr a skuilhas daeroù druz war e bec'hed.
B. BREMAÑ
1. [1732, 1850, 1931, 2015] A zegas anken (d'ub.).
[1850] Ankenius eo e gleñved.
[2015] Ho terc'hel dindan evezh a zo da gentañ un tu da glask ho lakaat da blegañ o lezel ac'hanoc'h e-barzh ur gell (hep levr ebet met gant tud all a-wechoù) hoc'h-unan-penn da ribotat an titouroù ankenius hag a zo bet roet deoc'h gant ar boliserien (hag o deus gallet lâret gaou).
HS. enkrezus.
2. Dre ast.
[1732, 1931] A zegas glac'har pe melre.
3. A-WECHOÙ, dre ast.
(db. an dud)
[1732] A zo poanius (d'ar c'horf)
Référence :
GON.II
pg añkéniuz (Sa maladie est inquiétante.)
— Herve Soutre ! Herve Soutre ! Kaer am boa krial, netra ne responte ac’hanon, nemet atav dre an avel, hag evel pa vije e-touez ar gwez, un tammig klemm bihan hag ankenius, evel, ma kav din, e klever klemmoù an Anaon, da ouel an Hollsent, dioc’h an noz, pa vez ar c’hleier o seniñ glaz.
— Herve Soutre ! Herve Soutre ! Kaer am boa krial, netra ne respounte ac’hanoun, nemed atao dre an avel, hag evel pa viche etouez ar guez, eun tammik klemm bian hag ankeniuz, evel, ma kaf dign, e klever klemmou an Anaoun, da c’houel an Oll-Zent, dioc’h an noz, pa vez ar c’hleier o seni glaz.
Ho terc'hel dindan evezh a zo da gentañ un tu da glask ho lakaat da blegañ o lezel ac'hanoc'h e-barzh ur gell -hep levr ebet met gant tud all a-wechoù- hoc'h-unan-penn da ribotat an titouroù ankenius hag a zo bet roet deoc'h gant ar boliserien -hag o deus gallet lâret gaou-.