1. V.k.e.
(1659, 1732, 1850, 1927, 1931) Lakaat ub. da vezañ nec'het, da vezañ diaezet e spered hag e gorf gant ub., udb., reiñ poan-spered da ub.
[1850] Abaoe neuze eo ankeniet-meurbet.
HS. chalañ, doaniañ, glac'hariñ, mantrañ, poaniañ, trubuilhañ, enkrezañ.
2. V. em.
EN EM ANKENIAÑ : en em chalañ (gant ub., udb.).
Arabat dezhañ en em ankeniañ.
EVEZH.
(a) Distagañ a reer ar furm ankegn (trede gour unan amzer-vremañ an doare diskl. hag eil gour unan an doare gourc'h.) evel-henn : ['ãŋkẽnj] ;
(b) Evit a denn da implij "gn" e reizhskrivadur darn eus furmoù displeget ankeniañ, s.o. displegadur ar verb "koaniañ".