Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. V.k.e. Kaout c'hoant e c'hoarvezfe udb. gant an-unan pe gant tud all. Hetiñ a ran ar bloavezh mat deoc'h. [1954] Ha peogwir e tle, war a gredan, al levr-mañ dont e-maez ar wask war-dro deiz kentañ ar bloaz, hetiñ a ran deoc’h-holl : Bloavezh mat ha ti dilogod. & Ent krenn Evel a hetot : evel a garot. 2. V.k.d. Hetiñ gant ub. : plijout da ub. Ar paotr-se ne het ket ganin. & Mar het deoc'h : mar plij ganeoc'h. 3. V. em. Kozh En em hetiñ : en em blijout. En ho kened en em hetan. 4. Yezhad. (impl. en e furm av.) Termen a dalvez da zezverkañ ar rannigoù da ha ra a reer ganto evit geriañ un het. Ur rannig hetiñ.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

hetont

1732
Référence : GReg pg agréer

an dra-se a het din

1732
Référence : GReg pg agréer

hetañ

1732
Référence : GReg pg agréer

hetet

1732
Référence : GReg pg agréer

Hetañ a reer bevañ.

1850
Référence : GON.II pg héta (on souhaite, on désire vivre).

hetañ

1850
Référence : GON.II pg héta (souhaiter. désirer. de plus, plaire, faire plaisir. Part.)

hetet

1850
Référence : GON.II pg héta (souhaiter. désirer. de plus, plaire, faire plaisir. Part.)

N’eus ganeomp nemet ur bedenn d’an doueed : ma aotreint deomp da adgwelout un deiz hag, ac’hann di, ma'z skorint ha ma roint da'z kalon an holl levenez a hetomp dit.

1923
Référence : SKET p.105

Dont a reas da ziskouez din ma c'hambr c'hortoz hag e hetjomp nozvezh vat an eil d'egile.

1944
Référence : EURW.1 p79

An doucherien a bec'he hag a vallozhe war-lerc'h ar rederien giz nevez hag a hete d'ezo mil gwalleur.

1944
Référence : EURW.1 p73

Ha peogwir e tle, war a gredan, al levr-mañ dont e-maez ar wask war-dro deiz kentañ ar bloaz, hetiñ a ran deoc’h[-]holl : Bloavezh mat ha ti dilogod.

1954
Référence : VAZA p.190

A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.

1954
Référence : VAZA p.158

D'ho mestr omp deuet da hetañ, / Evel mignoned a-viskoazh / Demat, eürusted ha yec'hed / Ha d'e saludiñ, hervez boaz.

1960
Référence : PETO p66

Mar deus bet un tamm reuz er c'heñver-se, ne deo ket lavaret koulskoude e vije bet graet ken gwazh d'ar Yuzevien ha ma hete va blenier e 1937 !

1985
Référence : DGBD p14

Hag aze, e-kichen an tan edo azezet an Dr. Jekyll. Klañv-fall e hañvale bezañ. Ne savas ket da zegemer e weladenner, hogen astenn a reas dezhañ un dorn sklas en ur hetiñ donemat.

2012
Référence : DJHMH p44

Hetiñ un nozvezh vat dezhi a reas, ha flourañ buan he brec'h gant he dorn.

2023
Référence : DREAM p.42

Neuze e teuas ur poent ma hetas e vefe kouezhet ur gometenn.

2023
Référence : DREAM p.46

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne