hetet
Ha peogwir e tle, war a gredan, al levr-mañ dont e-maez ar wask war-dro deiz kentañ ar bloaz, hetiñ a ran deoc’h[-]holl : Bloavezh mat ha ti dilogod.
A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.
Mar deus bet un tamm reuz er c'heñver-se, ne deo ket lavaret koulskoude e vije bet graet ken gwazh d'ar Yuzevien ha ma hete va blenier e 1937 !
Hag aze, e-kichen an tan edo azezet an Dr. Jekyll. Klañv-fall e hañvale bezañ. Ne savas ket da zegemer e weladenner, hogen astenn a reas dezhañ un dorn sklas en ur hetiñ donemat.
Hetiñ un nozvezh vat dezhi a reas, ha flourañ buan he brec'h gant he dorn.
Neuze e teuas ur poent ma hetas e vefe kouezhet ur gometenn.