Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Rumm traoù, degouezhioù, darvoudoù, h.a., a zeu an eil da-heul egile. Istor ar vro-se n'eo nemet un heuliad faezhidigezhioù. Un heuliad kuzulioù. 2. Pezh a zeu diwar un ober, un darvoud, ur fed. Lakaat a rae an dud o stad fall da heuliad naturel paourentez douar o bro. DHS. disoc'h. 3. Sonerezh Aozadenn sonerezh zo meur a bezh ouzh he ober. Un heuliad tonioù. 4. Tud a vez o servijañ ur bennadurezh. Mab ar roue a oa e heuliad gantañ. HS. heul, koskor.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

"heuliad" g.

1924
Référence : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Suite, succession".

heuliad ar sevenadurioù en hor bro

1924
Référence : SKET.II p.131 « Geriadurig », "L’ordre de succession des civilisations dans notre pays".

An deiz war-lerc'h, an aotrou Loubet hag e heuliad a dremenas an azgwel war gannadurioù tud-e-karg renket war ar blasenn.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Rak er yezhoù bantou ne vez ket kavet, evit doare, a heuliadoù evel BL, BR, DR, FL, GL, TR hag all.

1985
Référence : DGBD p117

[...] ne c'hell ket c'hoarvezout evel ma soñjez. Pep tra en deus e heuliad naturel; hag amañ ez eus anv eus disparti.

2012
Référence : ADULT p. 160

Arabat lezel anezhe da fuiñ, anez e vo heuliadoù grevus.

2015
Référence : EHPEA p138

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux