Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. (en ur zilec'hiañ) 1. Mont a-dreñv ub., war e roudoù, pell pe belloc'h dioutañ. Pêr ha Yann diabell en heulias. Aesoc'h e va dimp e heuliañ kammed-ha-kammed. Heuilhit ni. 2. Mont penn-da-benn ur roudenn bnk. Heuliañ a rejont an takennoù gwad war ar geot. Heuliañ a raent ar roudoù-se. & Trl. skeud. Heuliañ roudoù ub. : ober dioutañ, mont diwar e skouer. 3. Bezañ kaset gant. An delienn, distaget diouzh ar wezenn, a heuilh bountadenn an avel. 4. Mont d'al lec'h m'emañ an traoù. An dud yaouank a guita ar vro pe a heuilh ar skolioù. & Dre skeud. Heuliañ e vara : mont d'al lec'h ma vo kavet labour. 5. Dre ast. Ambroug gant e selloù. Alies e chome sonnet da heuliañ a-dreuz an oabl nij ar brini-mor. B. Dre skeud. 1. Ober diouzh udb. Heuliañ giz al lezioù. Ar re a ra micher da heuliañ lezenn Doue. Ar roue en laoskas da heuliañ c'hoant e galon. & Ent krenn Mar gwelit ober gwell, na zoujit ket heuliañ. 2. Ober diouzh ub. Al lakizien a heuilh o mistri. 3. Ober diouzh komzoù ub. Heuliañ a ra e guzulioù. Heuilhit pizh alioù ar mezeg. HS. mirout. 4. Trl. skeud. Heuliañ e benn : ober diouzh e c'hoant. II. V. kenem. EN EM HEULIAÑ 1. (db. an dud zo savet karantez etrezo) En em zaremprediñ. Ar re-se en em heuilh. HS. (en em) hentiñ. 2. (db. an traoù) Bezañ an eil tost d'egile. En em heuliañ a ra ar prizioù. 3. (db. an dud, al loened) Bezañ tost an eil a-dreñv egile en ur zilec'hiañ. En em heuliañ a raent tizh war hent ar bez. [1877] Mont a rejomp holl d’en em heul en ur ganañ a-unan, hag oc’h en em respont pep eil koublad, an eil bandenn d’eben : [...]. EVEZH. : Distagañ a reer ar furm heuilh (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['hølj].

Exemples historiques : 
76
Masquer la liste des exemples

heuilh

1499
Référence : LVBCA p98 (suyure)

heul ar roud eus

1659
Référence : LDJM.1 pg imiter

heuilh

1659
Référence : LDJM.1 pg suiure

heuliet

1659
Référence : LDJM.1 pg suiure

a-dost

1659
Référence : LDJM.1 pg suiure (de pres)

em ziwall ouzh pep vis ha heuliañ ar vertuz

1732
Référence : GReg pg fuir (Fuir le vice, & suivre la vertu.)

diwall ouzh pep vis ha heuliañ ar vertuz

1732
Référence : GReg pg fuir (Fuir le vice, & suivre la vertu.)

heuliañ fortun

1732
Référence : GReg pg abandonner

heuliet

1732
Référence : GReg pg abandonner, assouvir

Heuilhit atav an hent fraeet

1732
Référence : GReg pg frayer (Suivez toujours le chemin frayé.)

Ne heuilh ket ar reizh ordinal.

1732
Référence : GReg pg heteroclite (irregulier en fait de grammaire)

en em heuliañ

1732
Référence : GReg pg (s') entresuivre

kant eurvad r'hoc'h heulio

1732
Référence : GReg pg (je vous souhaite toutes sortes de) bonheur(s)

heul e bennad

1732
Référence : GReg pg (suivre la) boutade

heuliañ an aod

1732
Référence : GReg pg costoyer (aller le long d'une côte, d'un rivage)

heuliañ fortun

1732
Référence : GReg pg abandonner

heuliañ en holl d'an holl e wall inklinasionoù

1732
Référence : GReg pg assouvir (assouvir les passions)

heuliañ

1850
Référence : GON.II pg eûlia, héliein, heûlia

kant eurvad hoc'h heulio

1850
Référence : GON.II pg eûr

heuliet

1850
Référence : GON.II pg heûlia

n'hellan ket hoc'h heuliañ

1850
Référence : GON.II pg heûlia

e heuliet o deus betek an nor

1850
Référence : GON.II pg heûlia

ne ve ket fall dezhañ heuliañ e dad

1850
Référence : GON.II pg heûlia

heuliiñ

1850
Référence : GON.II pg heûlia

heuliañ a ra e bennad

1850
Référence : GON.II pg pennad

ret eo heuliañ ar reizh

1850
Référence : GON.II pg reiz

heuliañ

1850
Référence : GON.II pg eûlia

« Mar karfez heuliañ va c'helenn / Ha labourat 'vidout hepken, / Neuze ne ve kollet da boan. »

1867
Référence : MGK p115

Daoust ha n'en deus ket ar mojenner sentet ouzhoc'h, pa oac'h o lavaret petra a ranke Breizhiz da gasaat ha petra da garout ! Daoust ha na zesk da bep Breizhad eo ret trec'hiñ a-raok an droug, heuliañ ar mad, bezañ, pa'z eo dleet, digabestr ha dishual; chom e peoc'h en e di balan

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Référence : MGK Rakskrid XIII

Lavaret a ra d'ar bobl digeriñ e spered, / Selaou an alioù mat, o heuliañ hed-da-hed ;

1867
Référence : MGK p1

Ar Pab hoc’h eus ivez nac’het / Pa hoc’h eus hen dilezet / ’Barzh an traoù a relijion / ’Vit heuilh lezenn an "Nasion".

1877
Référence : EKG.I. p.104

Mont a rejomp holl d’en em heul en ur ganañ a-unan, hag oc’h en em respont pep eil koublad, an eil bandenn d’eben : [...].

1877
Référence : EKG.I. p.267

Heuilh a ranke e pep giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mat pe fall, evel ma vije e vije.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Me am beus c’hoant da heuliañ lezenn Doue ha da zilezer e enebourien ; me ’gred e c’hellan ober kement-se ?

1878
Référence : EKG.II p.65

Gouzout a rit ivez e leverer a bep amzer, e pep bro : Livirit din piv a heuilhit, ha me a lavaro deoc’h petra oc’h. Daremprediñ a rit enebourien ar Republik, dre-se oc’h ivez enebour deomp.

1878
Référence : EKG.II p.66

Soudarded ar republik a heulie, a-daol-lagad, Polidor, gwellañ ma c’hellent. N’oant ket evelato evit gwelet mat a-walc’h, rak ar raoz a yoa re hir ; ha kaer he doa al loar bezañ sklaer, n’oa ket koulskoude ker sklaer hag an deiz.

1878
Référence : EKG.II p.27

Bennozh Doue d’an tado[ù] ha d’al leanezed, ha da vano pell amzer ar c’hraz eus ar retred-se e-barzh ineo[ù] ar vartoloded o devo an eurvad d’he [sic] heuilh.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

heuilh

1909
Référence : BROU p. 252 (suivre)

En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet dezho, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-se dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammiñ.

1923
Référence : SKET p.110

An anv a « Tir ar Maouezed », graet anezho gant Segobranos, a zeufe marteze eus ur voaz heuliet gwechall gant ar vroiz, ar Wanched, e-keñver o ostizidi.

1923
Référence : SKET p.18

P. 18, not. 3, hag e meur a lec’h all eus al levr kentañ [...] e kaver « boaz » graet gwregel ("ar voaz") ; el levrioù all e vez graet kentoc’h gourel ("ar boaz") hervez ar c’hiz heuliet peurliesañ e Kerne.

1923
Référence : SKET p.197, "Da reiz[h]a[ñ]".

Rak, keit ha m’eo bet heuliet strizh al lezennoù-se gant an darn vuiañ, he devoe hor gouenn en he rann un eurvad dispar !

1923
Référence : SKET p.53

Setu amañ ar reolenn a heuillii, pa ergerzhi ar bed, er broioù a zo e dalc’h ar gouennoù du ha milliget.

1924
Référence : SKET.II p.28

Alies, dirak ar mor, e chome sonnet da heul war ar wagenn hent ur vag pe hini ul lestr, pe a-dreuz an oabl nij ar gwennilied, nij ar brini-mor.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Izabel ’ta a heulio ar pardonioù ; en-dro devezhioù ar pardon (derc’hent ar pardon, deiz ar pardon ha deiz an adpardon), an ozhac’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Hag ar sakrist un tamm foeltrenn bazh gantañ en pep dorn, oc’h heul e laeron.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Heuilhit, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anezhi en plegig an t[o]rrod, etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

heuliañ dre e sell

1924
Référence : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Suivre du regard".

Heuilh va ali : pren, ur wech an amzer, ul levr bennak ; lenn, lenn, tre ma c’halli ; da empenn a labouro, astenn a raio e nerzh hag e c’halloud.

1925
Référence : BILZ2 p.169

An hent a heulie ar gourlen ; en em grommañ a rae en-dro dezhañ : pleg bev war behini ar speredoù dianket o devoa diazezet danevelloù euzhus-meurbet.

1925
Référence : BILZ2 p.124

Ul laz paotred yaouank diskuizh ha dibabet a veze bepred war evezh oc’h heul gant div vag vihan ar voudenn besked dizoloet.

1925
Référence : BILZ2 p.122

Bilzig ac’h aio hep dale da redek e reuz, da heuilh e ouienn : ret e vo dezhañ mont da ober ur veaj hir evit diskiñ e vicher.

1925
Référence : BILZ2 p.178

heuliiñ

1929
Référence : SVBV pg héliein

heuliañ

1931
Référence : VALL pg (s')abandonner, agir (conformément à), (se laisser) aller (à ses penchants)

kant eurvad r'ho heulio

1931
Référence : VALL pg (je vous souhaite toutes sortes de) bonheur(s)

bezañ aketus da heuliañ

1931
Référence : VALL pg assidu

heuliañ aketus

1931
Référence : VALL pg assidu

Heuliañ a reas an daou soudard kuzul an ofiser ha skeiñ war-du Fontainebleau.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Al lenner a vo bet kalonek a-walc'h evit hon heuliañ betek amañ a chomo marteze war e c'hoant da anaout ar perak eus an traoù; rak n'omp ket bet, pell ac'hano, evit gellout reiñ ur respont d'an holl c'houlennoù.

1943
Référence : TNKN p92

Lavarout a rae an oferenn hag ober war-dro ar re a felle dezho heuliañ al lezenn gristen.

1944
Référence : EURW.1 p.213

Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »

1944
Référence : EURW.1 p.200

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Référence : EURW.1 p.193-194

Graet em eus anaoudegezh e Dinan gant an ao. Kenec'hdu en deus savet eno ur skol vrezhonek : heuliet e vez ingal e gentelioù gant un 40 bennak a zeskerien.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Ar skouer gaer-se ne zaleas ket da vezañ heuliet gant kolaj Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p59

— « Ho krediñ a ran, eme ar rener, met ha kavet e vo paotred da vont da heuliañ ar skol ? »

1944
Référence : EURW.1 p58

Aogust ar Roc'h, Pol Gouranton, Iwan Follezoù ha me a oa kendiskibien eus skol ar bourk ; en em heuliañ a rafemp uheloc'h, mont kuit ha dont d'ar gêr a-gevret.

1944
Référence : EURW.1 p29

Bet on pevar bloaz oc'h heuliañ skol ar bourk.

1944
Référence : EURW.1 p20

Pried d'ar c'helenner Watson, eus uhelskol Edinburgh, e varvas hi d'an 30 a viz Du 1928, o lezel ur mab, barzh brudet a heuilh he roudoù.

1944
Référence : EURW.1 p.184

Me ‘zo erru kozh-kozh, met tra ma vin bev, m’hoc’h heuilho gant esper…

1944
Référence : EURW.1 p.92

Heuliañ a raent ur riboul strizh, toullet a-dreuz al linad uhel diwanet war atredoù mogerioù disac'het an iliz hep dor na toenn.

1949
Référence : SIZH p.54

Sentus on bet atav ouhz Aviel Jezuz, / Heuliet 'm eus, a gredan, E skouer garantezus.

1960
Référence : PETO p49

Roit pardon d'ho lazherien, / Heuilhit skouer ar gaezh verzherien / ' Gemer perzh e gloazioù Jezuz, / 'Vit ma vleunio kaer, un devezh, / Peoc'h karadek c'hoazh a-nevez / En hon traoñienn ken enkrezus.

1960
Référence : PETO p82-83

Betek Kap ar Palmez ez eomp etrezek ar Gevred, en ur heuliañ ar pezh a veze graet anezhañ gwechall "Aod ar Greun" gant ar voraerien.

1985
Référence : DGBD p17

Spierien a-feson evit ar polis eo ar pellgomzerioù-hezoug rak a-drugarez dezhe ez eus tu da heuliañ monedonea pep hini koulz hag e bennadoù kaoz.

2015
Référence : DISENT p136

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux